Republik Sispadania

Eus Wikipedia
Italia an Hanternoz e 1796

D’ar 16 a viz Here 1796 e voe embannet gant ar jeneral Napoleone Buonaparte Republik Sispadania (Repubblica Cispadana en italianeg, République cispadane e galleg).

Eizh miz goude, d’an 29 a viz Mezheven 1797, e voe unanet gantañ Republikoù Sispadania ha hini Transpadania d’ober ur Republik Sizalpin.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas ar jeneral Buonaparte en Italia d’an 10 a viz Ebrel 1796 e voe aloubet Lombardia gant e arme, da lavarout eo kêrioù a oa pe e dalc’h Aostria (Mantova) pe e dalc'h Stadoù ar Pab (Bologna, Ferrara).
War-lerc’h an hañv e voe aloubet ivez ar Stadoù dalc’het gant an Tiegezh Este (Modena, Reggio nell'Emilia, dugelezh Massa ha Carrara).

Embannet e voe republikoù nevez an eil war-lerc’h eben, Republik Ferrara, Republik Bologna, Reggio, Modena, ha re all.

D’ar 15 a viz Here 1796, gant an douaroù er c’hreisteiz d’ar Po (Modena, Bologna, Ferrara ha Reggio) e voe savet ur C’hengevredad cispadan, gant skoazell Bonaparte, hag en devoa ezhomm da sioulaat an traoù evit gallout kaout soudarded nevez da vont da vrezeliñ ouzh Aostria. Gant ar C’hengevredad e voe graet ur Republik sispadan d’ar 27 a viz Kerzu. D’an 30 a viz Genver 1797 e voe kresket, gant Massa-ha-Carrara ha Garfagnana, ha neuze, d’an 19 a viz C’hwevrer 1797, gant Romagna. Ur Vonreizh a voe roet d'ar Stad evez d’an 19 a viz Meurzh 1797.

Savet e voe ur bagad gwarded keodedel, gant chaseourien ha kanolierien.
D’ar 7 a viz Genver 1797, er Sala del Tricolore e Reggio, e voe savet ur gouarnamant ha dibabet ur banniel.

D’an 29 a viz Mezheven 1797 e voe kendeuzet Republikoù Sispadania ha Transpadania, d’ober ar Republik Sizalpin.

Banniel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel triliv ar Repubblica Cispadana

Ur banniel triliv e oa : ruz, gwenn ha gwer. E kreiz e oa ur gurunenn lore hag un arouez gant ur c’hlaouier-biroù, ennañ pevar bir da aroueziañ ar peder republik kentañ.