Republik Poblel Soviedel Bouc'haran

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel RPS Bouc'haran (1921-1923)

Anv Ouzbekistan gwechall e oa Republik Poblel Soviedel Bouc'haran (ruseg: Бухарская Народная Советская Республика), ur Republik Soviedel berrbad bet krouet war takad ez-Emiratelezh Bouc'hara e 1920 hag aet da get e 1924 pa oa bet enbarzhiet e RSS Ouzbekistan.

Disklêriet e oa bet ar Republik Poblel d'an 8 a viz Here 8 1920 gant Fayzoulla C'hodjaev ouzh he fenn.

Adalek an 19 a viz Gwengolo betek ar 27 a viz Du 1924 e veze graet Republik Soviedel Sokialour Bouc'haran (ruseg: Бухарская Социалистическая Советская Республика) outañ (Bukharan SSR; Russian: ) ha pa oa bet adwelet ar bevennoù e 1924 e oa bet votet gant ar Republik nullañ ar Republik Sokialour-se ha dont da vezañ ul lodenn eus RSS Ouzbekistan nevez-kroeut.

An darn vrasañ eus an takad a oa bet gwechall Republik Poblel Soviedel Bouc'haran a zo bremañ en Ouzbekistan gant tammoù bihanoc'h all e Tadjikistan ha Turkmenistan.

Gwelit ivez[kemmañ]