Republik Poblel Mongolia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Бугд Найрамдах Монгол Ард Улс
Republik Poblel Mongolia
Flag of the Republic of China 1912-1928.svg
1924 – 1992 Flag of Mongolia.svg
Flag Coat of arms
Flag ardamezioù
Location of Mongolia
Kartenn Republik Poblel Mongolia e 1985
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Mongoleg
Gouarnamant Stad Sokialour
Ministr Kentañ Punsalmaagiin Ochirbat
Istor
 - Krouet 24 a viz du 1924
 - Aet da get 12 a viz c'hwevrer 1992
Gorread 1 564 116 km2
603 909 sq mi

Ur stad sokialour e Kreiz Azia e oa Republik Poblel Mongolia (mongoleg: Бугд Найрамдах Монгол Ард Улс, pe diverraet БНМАУ) bet krouet e 1924 hag aet da get e 1992.


Gant harp Rusia e tisklêrias Mongolia e dishualded diouzh Sina e 1911 ha rediet e oa bet Sina gant Rusia da sinañ un emglev o anzav emrenerezh ar vro-se met dindan beli Sina atav. Torret e oa bet an emglev-se avat pa oa bet torret an darempredoù etre Republik Poblel Sina hag an Unaniezh Soviedel.

Etre 1911 ha 1919 e vanas Mongolia feal da Rusia.

War wanaat ec'h eas Rusia avat abalamour d'ar C'hentañ Brezel Bed ha d'ar c'hudennoù e diabarzh ar vro ha da geñver Dispac'h Rusia e teuas Sina a-benn d'en em adstaliañ ur wezh all evel mistri war Mongolia ha kaset e oa bet eno arme Sina e 1919.

Ur wezh bet skarzhet Sinaiz diouzh Ourga (bremañ Ulaanbaatar), kêrbenn ar vro, gant Roman von Ungern-Sternberg, e tisklêrias Mongolia e dishualded diouzh Sina evit an eil gwezh d'an 13 a viz Meurzh 1921.

Goude ma oa bet trec'h Soviediz war an Arme Gwenn ha war bagadoù Sternberg er penn-kentañ eus ar bloavezhioù 1920 ha da heul aloubadeg Ourga e miz Mezheven 1921 e teuas Moskov da gaout ar muiañ a bouez war Mongolia adarre.

Diskêriet e oa bet Republik Poblel Mongolia d'ar 25 a viz Du 1924, levezonet-don gant Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia (SDPM).

War gadarnaat a rae ar gouarnamant sokialour etre 1925 ha 1928 daoust d'ur stourm diabarzh etre ar re hag a save a-du gant URSS diouzh un tu hag ar re a felle dezhe muioc'h a emrenerezh diouzh an tu all.

E 1936 e teuas C'horloogiyn Tchoybalsan da vezañ penn ar Strollad gant skoazell Soviediz. Harzhet ha barnet d'ar marv e oa bet, Peljidiyn Genden, bet Kentañ-Ministr en e raok, a-gevred gant an dud hag o doa savet a-du gant e bolitikerezh emrenerezh.

Marksour-leninour-rik oa Tchoybalsan ha heuliet e oa bet gantañ e Mongolia ar politikerezh bet diorroet ha lakaet e pleustr en Unaniezh Soviedel gant Stalin. Dont a reas a-benn d'ar mare-se SDPM d'en em ober da vat gant ar Strollad hag ar gouarnamant.

Nebeudig-tre a industriezh a oa c'hoazh ha kazi holl pinvidigezhioù ar vro a vane etre daouarn an noblañs hag ar savadurioù relijion.

Ne oa ket SDPM kalz a vrud vat gant ar boblañs dre vras avat hag a vanas feal dreist-holl da bennoù ar meuriadoù lec'hel. O klask adsevel an ekonomiezh buan-ha-buan e lakaas ar gouarnamant e pleust ur politikerezh kreñv o klask tagañ an daou renkad pouezusañ er vro: an noblañs diouzh un tu hag ar savadurioù relijiel d'an tu all hag er bloavezhioù 1930 e oa bet distrujet meur a manati ha lazhet e oa bet 10.00 a dud, dreist-holl boudisted lamaisted hag adsavadurioù enep-komunour a oa dre ar vro a-bezh d'ar mare-se.

Da geñver an Eil Brezel Bed ha rak aon e teufe Japan da argadiñ ar vevenn etre Mongolia ha Mandjouria e tivizas URSS cheñch penn d'ar vazh ha lakaet e oa bet e plesutr ur politikerezh gantañ e bal lakaat an eknomiezh da vot war gresk tamm-ha-tamm en ur greñvaat an difenn. Trec'h e oa bet Soviediz ha Mongliz en hañv 1939 war Japaniz bet aloubet reter Mongolia gante ha sinet e oa bet un arsav kenetreze en diskar-amzer.

Da diwezh 1945 e talvezas Mongolia evit ma c'hellas an Unaniezh Soviedel dont a-benn gant arme Japan.

Mervel a reas Tchoybalsan e Moskov e 1952 ha kemer e blas a reas Yumjaagiyn Tsedenbal, feal eñ ivez da bolitikerezh Rusia.

Goude ma savas Nikita C'hrouchtchov a-enep d'ar politikerezh bet kaset da benn gant Stalin e reas gouarnamant Mongolia heñvel e-keñver Tchoybalsan e 1956.

Gant Mikhail Gorbatchev ouzh ar stern e URSS e oa bet lakaet e pleustr e bolitikerezhioù anvet perestroika ha glasnost ha levezonet e oa bet gante Mongolia diouzh e du ivez.

Da heul manifestadegoù meur er goañv 1990 e krogas ar Strollad da digeriñ un tammig ar polikerezh.

E miz Meurzh e roas Burev politikel (Politburo) Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia e dilez hag e miz Mae e oa bet kemmet ar bonnreizh o tennet ar melladoù a lâre e ranke ar strollad bezañ e penn ar vro evit he merañ, o tigeriñ ar politikerezh da strolladoù all hag o krouiñ post ur Prezidant.

D'an 29 a viz Mezheven 1990 e oa bet dalc'het dilennadegoù liestrolladel ha dieub evit ar wezh kentañ e Mongolia. Mont a reas ar maout gant Strollad Dispac'hel Pobl Mongolia (SDPM) gant 85% eus ar mouezhioù. Ne oa nemet c'hwec'h bloaz war-lerc'h, e 1996 ma oa bet kollet ar votadegoù gant ar Strollad ez-komunour.

Tud brudet[kemmañ]

Liammoù diabarzh[kemmañ]