Republik Ligur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar Republik Ligur
Ledenez Italia e 1796

Ar Republik Ligur pe Republik Liguria a voe embannet er vro zo en-dro da Genova, dindan levezon ar C'hallaoued, d'ar 14 a viz Mezheven 1797 ha padout a reas betek Mezheven 1805, war-bouez ur pennadig amzer e 1800 pa voe aloubet gant armeoù Aostria. Genova e oa ar gêr-benn. Diazezet e oa bet ar republik c'hoar-se war douaroù Republik Genova.

E 1805 e voe unanet ar Republik Ligur ouzh an Impalaeriezh c'hall ha rannet e voe e tri departamant Apennins, Montenotte ha Gênes.

Adembannet e voe ar Republik Ligur e miz Ebrel 1814, ha padout a reas betek miz Kerzu er bloavezh-se. Goude-se e voe staget ouzh Rouantelezh Sardigna.

Banniel[kemmañ]

Implijet e voe gant ar Republik Ligur banniel kozh Genova, ur banniel gwenn gant ur groaz ruz e-kreiz, evel banniel Bro-Saoz (kroaz sant Jord).