Renk (stêr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renk
Ar Renk e Dinan
Statud stêr
Hirder 106 km
Uhelder an eienenn  ? m
Kas keitat 12 m³/s
Gorread an diazad 1195 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
 ?
En em daol e Dinan Mor Breizh
Ledander er genoù  ?
Andon  ?
Adstêrioù Linon Gwenfroud
stêr - hidrologiezh

Ur stêr e Reter Breizh eo ar Renk[1], hag a red dre vras eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz, da vont da aberiñ e Mor Breizh.

Emañ hec'h andon e Gorre (Aodoù-an-Arvor) hag e tiruilh war 100 kilometrad. N'eus nemet gwazhioù bihan o vont enni : en o zouez, al Linon hag ar Gwenfroud (Guinefort).
Treuziñ a ra Dinan hag he genou a ya d'ober an harz etre Dinarzh ha Sant-Servan (bet teuzet gant kêr Sant-Maloù). Just a-raok dezhi tizhout ar mor eo bet staliet e 1967 stankell vordredan ar Renk evit produiñ tredan diwar monedone ar mor.
Bez' ez eus ur ganol a zo bet kleuziet evit liammañ traoñienn an Il gant hini ar Renk.

Tarzh anv ar stêr[kemmañ]

E taolenn Peutinger e weler ur gêr Reginca hec'h anv hag e vije a-walc'h hini Kêr Aled e Sant-Servan hag hini ar stêr asambles. Tostaet eo bet Reginca eus ar wrizienn c'halianek, enni ster un trouz graet gant ar strap. Trouz an dourioù o tiruilh gant an tre e vije enklozet e anv ar Renk neuze.
Stummoù kozh

Gwechall e oa gourel an anv gallek.

Kumunioù arall treuzet gant ar Renk[kemmañ]

Aber ar Renk, a-drek an tour Solidor.