Renée Bro-C'hall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renée Bro-C'hall, gant Jean Clouet.
Renée Bro-C'hall , gant François Clouet.

Renée Bro-C'hall, anavezet ivez evel Renata di Francia en Italia, a oa ganet e Bleaz er bloavezh 1510 ha marvet e Montargis e 1575, a oa merc'h da Loeiz XII ha da Anna Breizh. Dugez Chartres ha Montargis e oa anezhi ivez.

Taolenn

He buhez [kemmañ]

Ganet eo e kastell Bleaz e 1510. Eil merc'h he zud e oa, ganet goude Klaoda Bro-C'hall, ar verc'h henañ, ganet e 1499, unnek vloaz koshoc'h.

Mervel a reas he mamm e 1514, pa oa pevar bloaz, hag he zad e 1515. E 1514, goude marv he mamm Anna, e voe dimezet he c'hoar Klaoda da Frañsez, dug Angoulême, pennhêr ar roue. Mervel a reas Klaoda e 1524.

Savet e voe gant Michelle de Saubonne, a oa protestantez, ha skoliet ganti ha gant Jacques Lefèvre d'Étaples.

Ferrara [kemmañ]

E 1527 e voe dimezet da Ercole II d'Este (1508 † 1559), dug Ferrara, Modena, ha Reggio, en Italia, a oa mab da Alfonso Iañ d'Este ha da Lucrezia Borgia. Pan eas da Italia da chom e kasas Michelle de Saubonne ganti.

E Ferrara e vodas tud desket en-dro dezhi, protestanted italian darn anezho, evel Ambrogio Cavalli, Giulio della Rovere, Celio Secondo Curione, Antonio Pagano, pe Gallaoued evel he sekretour Lyon Jamet hag ar barzh gall Clément Marot . Gwareziñ a reas protestanted heskinet, evel Camillo Renato, Lodovico Domenichi, Isabelle Bressegna. Darn a deue eus Suis (Genève), Alamagn pe an Izelvroioù.

Seblantout a reas treiñ war-du ar brotestantiezh, ma voe klasket afer outi gant an Iliz, ken e rankas embann e oa feal d'ar gatoligiezh.

Kenskrivañ a rae gant Jean Calvin a deuas d'he gwelout e 1536.

O bugale [kemmañ]

Pemp bugel o doe:

Intañvez [kemmañ]

Intañvezet e oa e 1559. Dre ma n'en em gleve ket gant he mab Alfonso II, dug Ferrara, a save a-enep d'he feiz protestant, e tistroas da Vro-C'hall, da Vontargis (ma oa dugez), e 1560, hag e roas harp eno d'ar brotestanted. Eno eo e varvas d'an 12 a viz Mezheven 1574, 15 vloaz goude he fried.

Lennadurezh [kemmañ]

  • B. Fontana, Renata di Francia duchessa di Ferrara, Roma, 1893
  • E. P. Rodocanachi, Une protectrice de la Réforme en Italie et en France, Renée de France duchesse de Ferrara, Paris, 1896
  • S. Caponetto, La Riforma protestante nell'Italia del Cinquecento, Torino, 1997 ISBN 88-7016-153-6
  • A. Puaux, La huguenote Renée de France, Paris, 1997
  • Giovanni Calvino - Renata di Francia. Lealtà in tensione. Un carteggio protestante tra Ferrara e l'Europa (1537-1564), Caltanissetta, Alfa & Omega, 2009. ISBN 978-88-88747-88-0