Reizhiad vogalennek a-serzh

Eus Wikipedia
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet ar gerioù reizhiad vogalennek a-serzh (saoz.: vertical vowel system) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz diwar-benn ur reizhiad vogalennek implijet gantañ ur ment hepken evit diforc'hañ ez-fonemek etre vogalennoù disheñvel.

Gallout a rafed implijout pevar ferzh pe ment disheñvel evit lakaat kemm etre vogalennoù, da lâret eo ar rontder, an araokder, an adreñvder hag an uhelder, met ez-resis e ra dave ar reizhiadoù vogalennek a-serzh d'ar fed ma talvez an diforc'h uhelder evit lakaat kemm etre vogalennoù fonemek, da lâret eo liveoù serrder ha digorder ar vogalennoù.

Ral a wezh eo seurt reizhiadoù bezañ a-serzh dre ret war al live fonetikel avat, da skouer gant ar witchiteg e vez implijet ur reizhiad vogalennek a-serzh ennañ div vogalenn a-raok (/e/ hag /i/) hag ur vogalenn a-dreñv (/a/) ha kavet e vez ivez un [o] dre enteuzadur ur vogalenn verr mui an hantervogalenn /w/ mui ur vogalenn verr all.

Luziet-tre e c'hell bezañ seurt reizhiadoù enne meur a vogalenn disheñvel daoust ha ma vez implijet gante ur ment nemeti evel en oubic'heg, ma talvez ar friadur da lakaat kemm etre meur a vogfalenn ouzhpenn.

Hervez dielfennadurioù 'zo e c'hellfe bout reizhiadoù vogalennoù a vent mann, da lâret eo enne ur vogalenn fonemek nemeti, evit rannyezhoù abc'hazek 'zo hag evit ar c'habardeg met ar goulakadur-se n'eo ket bet degemeret gant an darn vrasañ eus ar glaskourion.

Kavet e vez reizhiadoù vogalennek a-serzh er yezhoù-mañ:

Kavet e vez ivez ur seurt reizhiad vogalennek a-serzh evit a sell ouzh vogalennoù berr an iwerzhoneg dre ma vez diforc'het kenetreze hervez o live digoradur/serrder nemetken daosut ha ma vez enebiet vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv evit a sell ouzh ar vogalennoù hir.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.