Reizhiad Comstock-Needham

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eskell ur valafenn (Urzh al lepidopterae)

Ar reizhiad Comstock-Needham zo ur reizhiad ijinet evit envel gwazhennoù eskell an amprevaned. Savet eo bet gant John Henry Comstock (1849-1931) ha James George Needham (1868-1957) e 1898. Un araokadenn a-bouez e voe o tiskouez an heñvelidigezh zo etre eskell an holl amprevaned.


Anvioù ar gwazhennoù[kemmañ]

Ar gwazhennoù a-hed[kemmañ]

Ar gwazhennoù war askell un amprevan. Diskouez a ra ar skeudenn an anvioù roet hervez reizhiad Comstock-Needham

Gant ar reizhiad Comstock-Needham e vez roet anvioù disheñvel d'ar gwazhied a gaver war eskell an amprevaned. Adalek erien diaraok an askell betek an tu a-dreñv e anver ar c'hwec'h gwazhienn bennañ :

  • costa (C),
  • subcosta (Sc),
  • radius (R),
  • media (M),
  • cubitus (Cu),
  • Gwazhied fraezh (A).

Daveoù[kemmañ]

  • Borror and DeLong's introduction to the study of insects, 7vet embannadenn, gant Charles A. Triplehorn et Johnson Norman F., embannet e 2005 e ti Thomson Brooks/Cole.

Liammoù diavaez[kemmañ]