Regini (pobl)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
England Celtic tribes - South.png

Ar Regini, Regni pe Regnenses a oa ur rouantelezh keltiek ha diwezhatoc'h ur geoded roman eus Preden. Noviomagus Regnorum a oa o c'hêrbenn (Chichester, hiziv, e West-Sussex).

A-raok an aloudabeg roman e oa o zirioù hag o c'hêrbenn un darn eus tachenn an Atrebates, ha ganto e raent ur c'hengevredad meuriadel moarvat. Marteze e oa aozet ar Regini d'ur Rouantelezh Kliant goude an aloudabeg da wareziñ ar tachennadoù war-dro Londrez ouzh ar meuriadoù frank o vevañ war-du ar c'hornôk. Rener ar rouantelezh-se a oa Tiberius Claudius Cogidubnus, war a seblant. Goude e varv e voe staget e riez ouzh ar broviñs rik.


Lennadurezh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Ar Regnenses e Roman-Britain.org