Reductio ad Hitlerum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Reductio ad Hitlerum zo ur bomm-lavar goapaus, savet war batrom al lavar latin reductio ad absurdum, d'ober anv eus ur fals poellata a vez implijet er politikerezh evit diskar un eneber dre geñveriañ anezhañ gant un diaoul a zen (Adolf Hitler peurvuiañ). Gant an doare-ober-se e klasker skarzhañ un den eus ur gaoz evit chom hep kaozeal gantañ eus un danvez displijus. Kentañ gwech ma voe implijet an droienn a voe e 1950 e levr ar c’helenner skol-veur Leo Strauss, Natural Right and History.

Goude eo bet adkemeret gant ar prederour George Steiner. Adkavet eo bet e-barzh Usenet hag Internet gant « Lezenn Godwin », a embann kement-mañ : « seul hiroc’h ur gaoz e-barzh Usenet, seul dostoc’h ouzh unan e vo an niver a geñveriadennoù gant an Nazied pe gant Hitler ». Ur skouer splann eus ar Reductio ad Hitlerum eo kaozeadenn Silvio Berlusconi e Breujoù Europa pa alias Martin Schulz, ha ne oa ket a-du gantañ, da glask labour en ur film evel kapo dre ma "vije tre dioutañ", emezañ.

Reductio ad Rivierum[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kar d'ar Reductio ad Hitlerum eo ar Reductio ad Rivierum : kenkent ha savet goulenn pe arvar diwar-benn implij ar gerioù okitan pe okitanek e vez taolet an anaoue gant tud zo, rak hervezo ne c'hall dont ar peragoù nemet eus diskibien Jean-Claude Rivière, da lavarout eo nazied c'hall.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]