Raquel Tavares
Eus Wikipedia
Raquel Tavares, ganet d'an 11 a viz Genver 1985 e Lisbon, zo ur ganerez fado portugalat[1].
Taolenn |
Kanerez [kemmañ]
Gounezet he deus ar brasañ kevezadeg kanañ fado a zo e Portugal, ar “Grande Noite Do Fado”.[1]
Alies e kan er “Bacalhau De Molho”, unan eus brudetañ tier fado Lisbon pa ne vez ket o kanañ dre Europa, e Pariz, Roma pe Madrid.[1]
Film [kemmañ]
E 2004 edo Raquel o kanañ fado e film Mário Barroso a zo anvet "O Milagre segundo Salomé" ("Ar burzhud hervez Salomé").[2]
Dañset he deus en Eurovision Dance Contest 2008 gant João Tiago, ha da eizhvet e oant. [1]
He fladennoù [kemmañ]
- 2006 - Raquel Tavares (Movieplay)[3]
- 2008 - Bairro (Movieplay)[3]