Rannvroioù Danmark

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rannvroioù Danmark

Rannvroioù Danmark a voe krouet d'ar 1añ a viz Genver 2007, e-pad adfurmadur an c'humunioù. Erlerc'hiet e voe an 13 kontelezh hengounel gant seizh pastell-vro velestradurel nevez. Er memes amzer e voe kendeuzet ar c'humunioù bihanañ, ar pezh en deus lakaet niver ar c'humunioù da vont eus 270 da 98 hepken.

War-dro servijoù ar yec'hed e ra ar rannvroioù dreist-holl. Int eo a ra war-dro politikerezh an dilabour hag an treuzdougen foran ivez, nemet e reter ar vro ma'z int melestret gant servijoù-stad ispisial. Meret e vez pep rannvro gant ur c'huzul 41 ezel ennañ.

Roll rannvroioù Danmark[kemmañ]

Rannvro

Kêrbenn

Kumun
bennañ
Kumunioù
Poblañs
(2009)
Gorread
(km²)
Stankter
(annez./km²)
Norzhjutland
(Nordjylland)
Ålborg
(Ålborg)
Ålborg
(Ålborg)
11 580 515 7 927 73,2
Kreizjutland
(Midtjylland)
Viborg
(Viborg)
Århus
(Århus)
19 1 247 732 13 142 94,4
Danmark ar Su
(Syddanmark)
Vejle
(Vejle)
Odense
(Odense)
22 1 199 667 12 191 98,4
Hovedstaden
(Hovedstaden)
Hillerød
(Hillerød)
Kopenhagen
(København)
29 1 662 285 2 561 649,1
Sjælland
(Sjælland)
Sorø
(Sorø)
Roskilde
(Roskilde)
17 821 252 7 273 112,9
Danmark
(Danmark)
Kopenhagen
(København)
Kopenhagen
(København)
98 5 511 451 43 094 127,9