Rannfrazenn anv-gwan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn anv-gwan (saoz: adjectival phrase; diverraet: AP) evit komz eus ur rannfrazenn ganti un anv-gwan da benn anezhi, a skouer:

"leun a draoù"

E brezhoneg e c'hell talvezout seurt rannfrazennoù d'o zro da doareañ ur rannfrazenn anv pe c'hoazh da brezegad ur frazenn, da skouer:

Doareer
"un ti leun a draoù"
Prezegad
"leun a draoù emañ an ti"

Hir-kenañ ha luziet a-walc'h e c'hell dont da vezañ seurt rannfrazennoù, da skouer:


(tiez) ruz
(tiez) ruz bras
(tiez) ruz bras digor o dorojoù
(tiez) ruz-flamm bras-spontus digor-bras o dorojoù, leun-chouk a dud