Rann-arme Karl-Veur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ardamez ar rann-arme Karl-Veur


Ar Rann-arme Karl-Veur (33vet Waffen-Grenadier-Division der SS "Charlemagne" (französische Nr. 1) en alamaneg) zo anvioù implijet evit strolladoù emouestlidi gall er Wehrmacht ha diwezhatoc'h er Waffen-SS e-doug an Eil Brezel Bed.

Istor[kemmañ]

Savet e oa ar Rann-arme Karl-Veur e 1944 diwar strolladoù soudarded a bep seurt a oa o servijout e strolladoù soudarded gall eus an arme alaman, hag ivez diwar emouestlidi eus ar "Franc-Garde" eus ar Milis. Kemer a reas lec'h ar strollad soudarded gall a oa en arme alaman en deroù hag a oa lejion an emouestlidi gall e anv (Légion des Volontaires Français pe LVF).

Kavout a raed enni :

Da lâret eo eus 7000 da 8000 soudard, Met an div drederenn ne oant ket evit en em gannañ.

Ent ofisiel e oa ar c'horonal Edgar Puaud en he fenn met renet e oa e gwirionez gant ar jeneral Krukenberg.

Hogos kaset da netra e voe ar rann-arme-se e diwezh miz C'hwevrer 1945 etre Stettin ha Dantzig e Pomerania gant an arme sovietek (3000 eus ar 7000 soudard a chome zo lazhet) ha goude se e Körlin d'ar 5 a viz Meurzh 1945.