Rambo III

Eus Wikipedia

Taolennadur Rambo e Ramoji Film City, India

Rambo III ur film niñvek a orin Amerikan sevenet gant Peter MacDonald hag embannet d'ar 25 a viz mae 1988. An trede film ez eo o vont d'ober an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo. Haroz ar film a zo c'hoariet gant Sylvester Stallone.

Istor ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

John Rambo an ez soudard eus brezel Vietnam a zo aet da repuiñ da vro Thailand. Eno e klask mont uheloc'h evit krakvevañ, ar pezh en deus bet graet abaoe fin brezel Vietnam. O klask diskuizh e spered, tremen a ra e amzer eno o kemer perzh en emgannioù paeet a-benn reiñ harp d'ur strollad menec'h boudhist. Labourat a ra ivez gant e taouarn a-benn kempenn ar manati.

Pep tra vez sioul gantañ pa erru e gamarad hag ez ofisour dezhañ ar c'horonal Sam Trautman da glask rollañ anezhañ adarre da vont etrezek brezeliñ evit al lu Amerikan ar wech 'mañ e brezel Afghanistan. En desped da strivoù ar c'horonal Trautman o klask kendrec'hiñ John Rambo, o vont betek diskouezh poltriji euzhus siviled Afghan lazhadeget gant al lu soviedel, e vez un taol kleze en dour. Rambo en deus paouezhet gant ar brezel hag a glask bremañ chom pell d'eus spont al lazhadegoù.

Ar c'horonal a ya kuit hag a gemer perzh en un tro brezel en Afghanistan a-benn reiñ armoù d'ar re moujahidin. C'hwitet ez eo an taol ha tapet ez eo ar c'horonal Trautman gant ar c'horonal soviet Zaysen. Kaset e vez en ur bazenn er menezioù da vezañ goulennataet ha jahinet gant Kourov kañfard diaoulek Zaysen.

John Rambo III o welet e gamalad gwall dapet a ya gant hent ar brezel adarre d'e sikour.

Tuk Tuk Afghan o taolenniñ John Rambo

Rambo III ur film enep-komunour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar film Rambo First Blood Part II en doa boulc'het an hent an hini Rambo III a zeio betek ar penn. Ar film a zo unan enep-komunour a-grenn, ma oa komprenus evit an eil d'eus an heuliad dre ma oa istor un ez soudard o tistreiñ da vrezeliañ a-enep e enbourien gozh lu Norzh Vietnam ar wech 'mañ ez eo propaganda a ya d'ober diaz Rambo III. Dres pad ma oa penn an URSS Mic'hail Gorbachev o klask mont war-zu bed ar c'hornôg e vez embannet ar film o taolenniñ ar soudardeded komunourien evel euzhviled gwadsec'hedig muntrerien siviled ha jahinerien o vont d'ober anezho nemetken. A-benn ar fin ez vez rebechet, war darvoudoù gwirion anat eo, ar pezh a reas al lu Amerikan e brezel Vietnam hep ober liamm ebet. Evit mont gant e prezeg ar film Rambo III a ya pell daonet gant ar feulster. Er bloavezh 1990 ar Guinness World Records en deus degemeret Rambo III evel ar film feulsañ en istor: 221 oberiadenn feulster, 70 tarzhadenno, d'an nebeutañ 108 tudenn lazhet.

Kirri hobregon ruseg distrujet en Afganistan

Tro-dro d'ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar film a zo bet filmet dreist-holl en Thailand met ivez en Israel ( Eilat, Arad, Jaffa ha Tel Aviv). An tamm film war ur marc'had a zo bet filmet en Peshawar e bro Pakistan. An tamm ziwezhañ an emgann bras a zo bet filmet e Fort Yuma mirva indian e Yuma, Arizona.

Ar boudhistva a zo unan gwirion hini Chiang Mai.

Ar film diwezhañ e vezo o welet Richard Crenna o c'hoari ar c'horonal Sam Trautman araok mont da anaon er bloavezh 2003.

Heuliad filmoù Rambo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]