Ralf Iañ Gael
Eus Wikipedia
Ralf Iañ Gael pe Ralph[1] Gael pe Guader ( Wader e saozneg) (a-raok 1040 – war-dro 1096), a voe aotrou Monforzh ha Gael, gwaz dindan dug Breizh, ha kont Norfolk ha Suffolk.
Buhez [kemmañ]
Ralf Gael a oa saoz ha breizhat. Ganet un tamm a-raok 1040 e Hereford.
Mab e oa da « Ralph Stalre » pe « Ralph l'Écuyer » (en saozneg : Ralph the Staller, pe Ralph the Englishman) († 1069), aotrou Gael.
E dad a oa bet kuzulier gant ar roue saoz Edward ar C'hofesour, hag a eas a-du gant Gwilherm an Alouber. Dimezet e oa da Agatha, c'hoar d'ur perc'henn bras e Norfolk[2].
Lennadurezh [kemmañ]
- André Chédeville et Noël-Yves Tonnerre, La Bretagne féodale, XIe-XIIIe siècle, Ouest-France Université, Rennes (1987), (ISBN 2737300142).