Rajaton
| Rajaton | |
|
A-dreñv : Hannu Lepola, Jussi Chydenius, Ahti Paunu,
Dirak : Virpi Moskari, Soila Sariola, Essi Wuorela |
|
|
|
|
| Bro Orin | |
|---|---|
| Doare(où) | Laz-kanañ |
| Bloavezhioù oberiant | 1997 - bremañ |
| Lec'hienn ofisiel | www.rajaton.net |
|
|
|
| Izili | Essi Wuorela Virpi Moskari Soila Sariola Hannu Lepola Ahti Paunu Jussi Chydenius |
| kemmañ |
|
Rajaton a zo ul laz-kanañ finnek a cappella krouet e Helsinki e 1997. Ar gêr finnek rajaton a dalvez kement ha didermen, da laret eo evel ar roll kanaouennoù kanet ganto hag a c'hell bezañ klasel pe pop. [1]
Ar strollad a gan dreist-holl e Finland met tro o deus bet d'ober abadennoù en Europa hag er bed a-bezh. Ne ganont ket kement-se en Hanternoz Amerika, met tu 'zo da welout anezho gwech ha gwechoù e Kanada er Festival 500 e St. John's, en Douar-Nevez ivez hag er MusicFest Vancouver e Vancouver, British Columbia, ha pedet e oant bet evel guest artist er c'h-Kaleid Choral Festival e Woodstock, Ontario e 2005 ha 2006.
E 2005, ar bladenn Kevät a oa bet gwerzhet 100000 gwech er bed, ur bladenn aour o deus tapet neuze.
Kavout a reer e-barzh roll kanaouennoù Rajaton oberennoù bet krouet evito: hep kemer e kont labourioù ar sonaozerien Mia Makaroff, Laura Sippola ha Anna-Mari Kähärä, ul lodenn eus kanaouennoù ar strollad a zo bet skrivet ha kempennet gant izili al laz-kanañ. Ul lodenn vat eus ar pozioù a zo bet skrivet diwar ar c'h-Kanteletar.
Soila Sariola a zo alto er strollad. Kanerez liesmouezhiek, gallout a ra kanañ he-unan hag enrollañ sonioù hag a c'hellfed krediñ ez int trompilhoù, gitarioù ha gitarioù tredan. Kempennet he deus ul lodenn eus kanaouennoù Rajaton.
Sariola a zo ganet en ur familh 'lec'h ma veze desket c'hoari sonerezh. Kemeret he deus kentelioù biolin en East Helsinki Music School, seniñ a rae saxophone pa oa krennardez. C'hoariet he deus ivez kantele, benveg sonerezh Finland, hag harmonium. Goude bezañ bet kanet en Tapiola Choir ha meur a laz-kanañ all, e oa en em gavet gant Rajaton e 1999.
Taolenn |
Izili [kemmañ]
C'hwec'h ezel a zo:
- Soprano: Essi Wuorela
- Soprano: Virpi Moskari
- Alto: Soila Sariola
- Tenor: Hannu Lepola
- Baritone: Ahti Paunu
- Boud: Jussi Chydenius
Pladennoù [kemmañ]
- Rajaton sings Queen with Lahti Symphony Orchestra (2008)
- Maa' (October 2007)
- Rajaton sings Abba with Lahti Symphony Orchestra (2006)
- Out of Bounds (2006)
- Kevät (2005)
- Joulu (2003)
- Sanat (2002)
- Boundless (2001)
- Nova (2000)
DVD [kemmañ]
- Joulu DVD (2004)