Rainbow Warrior

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rainbow Warrior eo anv lestr-arouez Greenpeace. Daou lestr zo bet en anv-se. An hini kentañ a oa bet kaset d'ar strad gant ar servijoù kuzh an arme c'hall e 1985. An eil zo o vont en-dro abaoe 1989.

Orin an anv[kemmañ]

Dont a ra an anv-se eus ur vojenn eus Amerika an Norzh. Hervezi e vo lakaet ar bed en arvar un deiz gant lontegezh an dud hag e teuio soudarded ar ganevedenn (Rainbow Warriors e saozneg) da saveteiñ anezho.

Ar Rainbow Warrior I[kemmañ]

Ar Rainbow Warrior I, e 1978, a-raok ma voe lakaet da darzhañ gant an arme c'hall.

Ar Rainbow Warrior kentañ a oa ul lestr bet prenet gant Greenpeace hag implijet e-pad ar bloavezhioù 1980 evit stourm a-enep an arnodoù nukleel gall a veze d'ar mare-se er Meurvor Habask, war inizi Moruroa ha Fangataufa.

E 1985 en doa c'hoant Greenpeace da lakaat an arnodoù nukleel gall da baouez, dre-se e oa bet dibabet kas ar vag war al lec'h. War an hent e chomas a sav e porzh Auckland, e Zeland Nevez, ar servijoù kuzh gall a lakas ar lestr da darzhañ, lazhet e voe ur Portugalad war vourzh, kaset al lestr d'ar strad, ma krogas neuze Afer ar Rainbow Warrior ha kudennoù politikel ha mediaouek.

Ar Rainbow Warrior II[kemmañ]

Savet e 1957 evel lestr-roueder, ar Grampian Fame a zo bet adprenet e 1987 gant Greenpeace. Goude labourioù bras e vo lakaet al lestr en dour d'an 10 a viz Gouere 1989, 80 deiz goude peñse lestr kentañ Green Peace. Marilhet eo en Amsterdam gant ar c'hod PC 8024[1].

Gant al labourioù e c'heller bremañ lakaat 28 den da gousket ennañ, muioc'h eget er stumm orin. Ouzhpennet ez eus bet ivez teirgwern evit ma c'hellfe mont war-raok gant an diesel hag an avel[1].

War al lestr ez ur vag hors-bord ha pevar c'hanod[1].

Oberennoù[kemmañ]

Un nebeut filmoù diwar-benn ar vag a zo bet sevenet evel : The Rainbow Warrior Conspiracy (1989), The Rainbow Warrior (1992), ha filmoù gall Operation Rainbow Warrior ha Le Rainbow Warrior (e 2006 an daou).

Strolladoù sonerien o deus graet dave d'ar Rainbow Warrior ivez, evel ar strollad belgiat Cobalt 60, ar strollad The Bats a Zeland-Nevez hag ar strollad metal Rata Blanca eus Arc'hantina. Geffen Records o deus enrollet ur bladenn doubl anvet Greenpeace Rainbow Warriors e 1989 gant kanaouennoù eus arzourien evel U2, INXS, The Pretenders, Talking Heads, Peter Gabriel, pe White Lion. Ar strollad svedat Europe en deus graet ivez un demo anvet "Rainbow Warrior" war ar bladenn "Le Baron Boys".

Levrioù zo ivez, unan anezho Eyes of Fire: The Last Voyage of the Rainbow Warrior, embannet er bloaz goude an darzhadenn, skrivet gant David Robie.[2]

Pennadoù liammet[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 (en)The Rainbow Warrior
  2. South Pacific Books