Raidió na Gaeltachta

Eus Wikipedia
Savadur Raidió na Gaeltachta e Casla

Raidió na Gaeltachta (RnaG) zo ur skingomz iwerzhonek he doa staget da skignañ abadennoù eus Casla, e Conamara, da Sul Fask (2 a viz Ebrel) 1972. Evit respont d'ur goulenn a-berzh iwerzhonegerien kornôg Iwerzhon e oa bet savet. Ur skourr eus RTÉ, kompagnunezh publik skingomz ha skinwel Iwerzhon, eo Raidió na Gaeltachta.

Daoust m'eo graet evit plediñ gant buhez tud ar c'hornadoù iwerzhonek (Gaeltacht) dreist-holl, evel m'en diskouez an anv, e vez selaouet en enez Iwerzhon a-bezh ha pelloc'h zoken. Skignet e vez an abadennoù war ar frekañsoù 92-94 ha 102,7 FM ha gallout a reont bezañ klevet en tu all d'ar mor, war aodoù Kembre ha betek aodoù Bro-Leon zoken, pa vez brav an amzer. Skignet e vez ivez dre loarell ha dre Internet.

Tri studio pennañ zo gant Raidió na Gaeltachta, e Casla (Conamara), Baile na nGall (Corca Dhuibhne), ha Doirí Beaga (Tír Chonaill), ha studioioù bihan all zo dre ar vro. 80 den zo implijet gant ar radio, an darn vrasañ anezho e Casla.

En deroù ne veze skignet abadennoù nemet un nebeud eurvezhioù bemdez, met abaoe ar bloavezh 2001 e vez graet a-hed an deiz hag a-hed an noz, 24 eur bemdez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]