Rage Against the Machine

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Rage Against the Machine o seniñ e-pad Big Day Out (2008) e Melbourne

Rage Against the Machine a zo ur strollad rock amerikan krouet e 1990 e Los Angeles gant Tom Morello ha Zack de La Rocha. O sonerezh a zo ur meskaj metal rap ha funk. Gant sikour Tim Commerford ha Brad Wilk e voe ur strollad a-bouez er bloavezhioù 1990 betek ma paouezfent da c'hoari sonerezh asambles er bloavezhioù 2000.

Ar strollad[kemmañ]

Abaoe krouidigezh ar strollad n'ez eus ket bet a cheñchamantoù a-fet sonerien

  • Zack de La Rocha : kan
  • Tom Morello : gitar tredan
  • Tim Commerford : gitar boud hag eil kan
  • Brad Wilk : taboulinoù


Zack De La Rocha

Istor[kemmañ]

1991:Ganedigezh ar strollad[kemmañ]

Krouidigezh RATM zo bet graet a-drugarez da gejadenn Zack de La Rocha ha Tim Commerford. An daou anezho a oa er skol asambles ha mignoned e oant. Zack de La Rocha a oa plijet kalz gant ar sonerezh a lak e vignon da c'hoari gitar boud. E-keit-se e krouas Zack de La Rocha ur strollad anvet "Inside Out" e 1988 met ar strollad ne padas ket pell dre fazi ar gitarour Vic DiCara hag a guitaas ar strollad e 1991. E keit se, Tom Morello a zo o seniñ gitar e Libertyville,Illinois, e barzh meur a strolladoù e giz Electric Sheep, gant gitarour Tool, Adam Jones. Pa eruas Tom Morello e Los Angeles, gant ar c'hoant krouiñ ur strollad rock, e skejas gant Zack de la Rocha e barzh ur c'hlub rap. War lec'h e respontas Brad Wilk eus kemenadenn ar strollad evit kavout un tanboulinour ha Zack de la Rocha a ped e mignon Tim commerford evit c'hoari gitar boud.

2000: Dispartiñ ar strollad[kemmañ]

E pad krouidigezh The Battle of Los Angeles, trede bladenn studio ar stollad, e kelaou Zack de la Rocha fin 2000 e tec'ho kuit eus ar strollad evit kregiñ ur c'hargvezh e-unan, rak ur vank a menoz a zo er strollad abaoe ar bladenn Evil Empire. Evit kimiadiñ a strollad a raio daou sonadeg e Los Angeles anvet "Live at the Grand Olympic Auditorium ", krouet e vo un DVD hag ur bladenn eus ar sonadegoù mañ. peurrest ar strollad a savo ur strollad anvet Audioslave gant Chris Cornell, kaner kozh Soundgarden, e keit se emañ Zack de la Rocha o aozañ ur bladen solo

2007:Adaozadur[kemmañ]

E genver 2007, ar strollad gemen e adaozadur. Ne ouezomp ket c'hoaz perak. An abegoù penañ viche disolvaden Audioslave. Tud zo a lavar ar strolllad Rage against the machine a zo o prientiñ un dra arvestus evit dilennadegoù prezidantel 2008 e Amerika. Adaozadur ar strollad zo bet graet e pad gouel-meur californian Coachella. Ar sadorn 28 a viz ebrel 2007 Tom morello en deus aozet ur sonadeg eus The Nightwatchman. An deizh war-lec'h ar sul 29, ar strollad a c'hoario, ur sonadeg vraz evit ar gouel-meur. Zack de la Rocha a dibuno un diskleriadenn, gortozet gant an holl, enep Bush e pad ar ganaouen "Wake Up"

Tom Morello ha Zack De La Rocha e Coachella, 2007.

..."A good friend of ours said that if the same laws were applied to U.S. Presidents as were applied to the Nazi's after World War II, then every single one of 'em, every last rich white one of 'em from Truman on, would have been hung to death, and shot. And this current administration is no exception. They should be hung, and tried, and shot. As any war criminal should be. But the challenges that we face, they go way beyond administrations. Way beyond elections. Way beyond every four years of pulling levers. Way beyond that, because this whole rotten system has become so vicious and cruel, that in order to sustain itself, it needs to destroy entire countries, and profit from their reconstruction, in order to survive, and that's not a system that changes every four years, it's a system that we have to break down generation after generation after generation after generation after generation. WAKE UP!"...


Pladennoù[kemmañ]

En holl ar strollad Rage against the machine o deus krouet teir bladenn:

Rage against the machine (1992)[kemmañ]

War poltred ar bladenn gwelet e vez ul lean bouddhiste, Thích Quảng Đức, o en em lakaat tan ennañ evit sevel e vouezh enep kolled eus ar ren diktatour su-vietnamia, sikouret gant SUA. Ar poltred se a tiskouezh eus petra vo kaozh er bladenn. setu poltred ar bladenn Rage against the machine

Evil Empire (1996)[kemmañ]

Skeudenn ar bladenn a tiskouez c'hoazh eus petra vo kaoz er bladenn. Gwelet e vez ur bugel livet e giz ar poltriji propaganda an URSS, gwisket e gant ur gwiskamant haroz e giz Superman pe haroz eus Comics american. Dindan ar paotr ez eo skrivet Evil Empire, an anv roet dan URSS gant Ronald Reagan eo, evit diskouez n'eo ket ken pell a se ar Stadoù Unanet hag "impalaeriezh an drougober. setu poltred ar bladenn Evil Empire

The Battle of Los Angeles (1999)[kemmañ]

War ar bladenn mañ gwelet vez ur skrivach eus un den gant e meilh-dorn savet, arouez eus ar stourm. An titl, "The Battle of Los Angeles" a diskouez eñ ivez arouez ar stourm, adkemeret eo bet ar bladenn mañ evit an troiad hag an holl abadennoù a zo anvet "The Battle of anv ar geriadenn". setu poltred ar bladenn The Battle of Los Angeles

An destennoù[kemmañ]

baniel an EZLN implijet gant ar strollad pad o sonadegoù.

Holl testennoù Rage Against the Machine a zo goustlet kalzh gant ar bolitikerezh, komz a reont ivez eus dreistimplijoù ar kevalaouriezh ha gevierezh ar mediaoù.