Radeberger Exportbierbrauerei

Eus Wikipedia
Ur pintad Radeberger Pilsner
Breserezh Radeberger

Radeberger Exportbierbrauerei a zo un embregerezh bresañ bier e Radeberg, nepell diouzh Dresden, en Alamagn. Krouet e voe e 1872 gant an anv „Zum Bergkeller“. A-fet gwerzhañ ez eo 9vet breserezh Alamagn.

E-pad ur pennad e voe breserezh roue Saks[1]. Breserezh kentañ Alamagn ma voe breset bier pils nemetken e voe[2]. E 1885 e voe kemmet an anv hag e teuas da vezañ Radeberger Exportbierbrauerei. Er memes bloavezh e voe kroget gwerzhañ e diavaez Alamagn. E dibenn ar bloavezhioù 1880 e kreskas ar produiñ betek tizhout 300 000 kasedad ar bloaz[3]. E 1887 e voe lakaet ar bier Radeberger Pilsner da "Kanzler-Bräu" gant Otto von Bismarck. E 1905 e teuas Radeberger Pilsner da vezañ evaj karetañ roue Saks, Friedrich August III e anv. Er memes bloavezh e voe kroget gant ar gwerzhañ e SUA hag e Kanada.

E 1946 e voe perc'hennet an embregerezh gant gouarnamant DDR. E 1954 e voe ezporzhet bier er bed a-bezh. E 1990 e voe prenet gant Binding Brauerei ha modernaet e voe an embregerezh. E 1994 e voe kresket ar produiñ da dizhout 1 milion a hektolitrad ar bloaz. E 2004 e voe prenet an embregerezh gant Oetker Gruppey. E 2001 e voe produet 1 966 000 hektolitrad bier, ha 1 871 000 hektolitrad e 2004. Abaoe 1992 ez eus bet krouet ur c'henemglev gant Semperoper Dresden[4]. Bier karetañ an dudenn Charlie Harper er stirad skinwel Two and a Half Men eo. War a lenner e plije kalz Radeberger Pilsner da Vladimir Poutin pa laboure evit KGB e Dresden er bloavezhioù 1980[5].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.