Rabod

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur benveg-dorn eo ar rabod, a implijer evit labourat ar prenn : e blaenaat, e voanaat, e c'haraniñ pe c'hoazh e stummañ. Gant ar gilvizien e vez implijet er sevel-tiez, ar vunuzerien a ra gantañ da fardañ traoù e prenn, ha heptañ ne c'hallje ket ar c'hloestrourien ober pezhioù-arrebeuri. Ar gizellerien ivez a labour gant rabodoù a-wezhioù.

Istor[kemmañ]

Rabodoù eus ar XVIvet kantved
Sol ur rabod ; al lavnenn a weler o fourchadiñ

Da heul Oadvezh ar Maen ha hini an arem en Istor e voe Oadvezh an houarn adalek 1100 k.J.K., ha da neuze e voe ijinet ar rabodoù dre sankañ ul lavnenn houarn a-veskell en ur bloc'had koad en ur lezel un tamm anezhi da fourchadiñ [1] en traoñ. Gant ur morzhol, ur maen, un tamm koad all pe gant seul an dorn e veze reizhet hirder an tamm eus al lavnenn a oa er-maez. Goude-se e veze dalc'het start gant un ibil koad. Heñvel eo neuz ar rabodoù hiziv an deiz, petra bennak ma 'z eus bet kemmoù en doare d'o fardañ.
Er Reter-Nesañ e voe ar rabodoù kentañ moarvat ; e bezioù Henegipt e voe dizoloet tammoù koad a oa bet rimiet dre un doare bennak, marteze ur rabod savet diwar un tamm prenn staget ouzh un c'heladur. En Azia hag en Europa ez eus bet kavet rabodoù, hag e dismantroù Pompei eo bet kavet ar re goshañ a zo anavezet ; e Köln e voe dizouaret unan a oa en arem penn-da-benn e-lec'h koad.[2] E Bro-Saoz e voe kavet ur rabod roman a servije da ober mouladurioù.[3]

Goude ar Brezel-diabarzh (1865) ez ijinas an Amerikan Leonard Bailey ur skalfad rabodoù en houarn ; gwerzhañ a reas ar brevedoù d'ar gompagnunezh Stanley Rule & Level a fard binvioù hiziv an deiz c'hoazh. Gwellaet e voe rabodoù Bailey gant Stanley betek ma teujont da vezañ patrom ar rabodoù all.

A-drugarez d'an Dispac'h greantel e voe savet mekanikoù bras anvet raboderezioù. Er bloavezh 1918 e voe graet ur rabod-dorn kaset dre aer, gant ul lavnenn a droe da 8000-15000 tro/mn : un den hepken gant ar benveg-se gantañ en he zorn a c'halle ober labour pemzek den all gant o rabodoù giz kozh.[4]

Deskrivadur[kemmañ]

Deskrivadur ur rabod koad hag unan potin

E koad pe botin eo ar rabodoù-dorn a-vremañ ; lod zo en arem, a zo pounneroc'h ha na vergl ket.

  • A — Ar genoù : digor eo traoñ ar rabod evit lezel ar skolpoù da vont kuit.
  • B — Al lavnenn : e dir lenkr eo, ha breolimet a-veskell diouzh un tu evit ma vefe lemm a-walc'h da voulc'hañ ar prenn. Seul serroc'h korn ar veskell, seul zonoc'h ez a al lavnenn er prenn.
  • C — Ar gwasker : ur genn koad evit startaat al lavnenn en he lec'h ; metalek eo gwasker ar rabodoù e potin pe arem.
  • D — Ar rodig : he zreiñ a reer evit reizhañ hirder al lavnenn, ha dre se donder an troc'h.
  • E — Ar vozell : da lakaat boz un dorn evit derc'hel ha heñchañ ar benveg pa vezer o labourat.
  • F — An diskolper : etre ar gwasker hag al lavnenn e vez staliet a-benn kas ar gwask war-du beg al lavnenn evit ma vefe reutoc'h ; gant an diskolper ivez e vez troc'het ar skolpoù a dammoùigoù evit ma tremenfe an holl anezho dre ar genoù e-lec'h dont da leuniañ an ichou etre al lavnenn (B) hag ar gwasker (C).
  • G — Ar rezer-kostez : drezañ e vez lakaet al lavnenn a-stur gant sol ar rabod evit ma vefe an troc'h ingal war ledander ar genoù.
  • H — An dornell : da zerc'hel ar rabod gant an dorn all ha bountañ warnañ pa vezer o labourat.
  • I — Ar vizell : war ur rabod-treuz, da lakaat penn ur biz pa zalc'her ar benveg. War lod rabodoù e c'heller treiñ ar vizell evit reizhañ digor ar genoù.
  • J — Ar rinkler : ur genn e dir da reizhañ ar c'horn etre al lavnenn hag an tamm prenn da gempenn. Lakaet e vez da rinklañ evit reizhañ an ichou etre dremm al lavnenn ha laez ar genoù. Biñset e vez ar rinkler e sol ar rabod, hag alies e ranker tennañ al lavnenn evit e reizhañ. Lod rabodoù o deus ur viñs all evit reizhañ ar rinkler hep tennañ al lavnenn kuit.

Doareoù rabodoù[kemmañ]

Korn dizremmet un armel

Dre vras e renker ar rabotoù e daou rumm : ar rabodoù-treuz a c'haller derc'hel e boz an dorn, hag ar rabodoù-eskemmer a implijer gant an daouarn war un daol-labour. Rabodoù-tredan a c'heller implijout gant un dorn hepken ivez zo e gwerzh bremañ.

Rabodoù-treuz[kemmañ]

Ur rabod-treuz

Damheñvel an eil re ouzh ar re all eo ar rabodoù-treuz da geñver ment, pouez, neuz ha korfadur : dre al lavnenn e tiforc'her etrezo. Bihan a-walc'h int evit bezañ dalc'het e boz un dorn. N'eus diskolper ebet dezho. Serroc'h eget hini ar rabodoù bras eo korn al lavnenn, ha war-du al laez eo troet he beskell.

Ijinet e oant bet gant Stanley abalamour ma c'houlenne ar gilvizien ur rabod bihan da labourat a-dreuz gwiad ar prenn (a vo gwelet pelloc'h), evit rimiañ pennoù ur planken da skouer pe, hervez an hengoun amerikan, evit tennañ merkoù torgontilli a-ziwar taolioù-labour ar gigerien, a veze savet a-dreuz gwiad peurliesañ evit ma vijent solutoc'h.
Da rimiañ pennoù ar plenk e servijont c'hoazh, ha da beurgempenn pezhioùigoù prenn a-benn m'o devije ar vent rekis, da plaenaat skoulmoù, da zizremmiñ kornioù ha zoken da skarzhañ roudennoù peg a-ziwar un tamm koad. Un divrazer a reer e brezhoneg eus ur rabod-treuz a implijer evit labourat a-dreuz gwiad ar prenn.

Rabodoù-eskemmer[kemmañ]

Rabodoù-biz
Ur rabod-hiron, 65 cm e hirder

Perzh pennañ ar rabodoù-eskemmer eo o lavnenn sanket gant ar veskell troet war-du an traoñ ha stag ouzh un diskolper.
Dre o anv e ouzer a-douez ar rabodoù-eskemmer da petra e servij ar benveg-mañ-benveg. Leonard Bailey en devoa renket e rabodoù houarn dre niverennoù a glote gant o ment hag o implij ; padet he deus ar reizhiad-se betek bremañ : zoken pa zisoñjer an implij e kounaer an niverenn, a zo heñvel daoust ha peseurt oberour e vije.
Rabodoù-eskemmer a bep seurt ment zo, eus ar rabod-biz a lakaer e penn ur biz da gempenn pezhioù munut-munut, an ansell a implijer evit kleuziañ garanoù, ar rimier da flouraat ar prenn, ar rabod-bras evit divrazañ gorread ur planken betek ar gale a zo ur rabod dalc'het gant daou zen.

Bez' ez eus rabodoù koad graet diwar ur bloc'had prenn hag ul lavnenn dir, rabodoù hiron e metal staget ouzh un diazez e koad, rabodoù metal digoad, ha bremañ ez eus rabodoù untolz e mezell : moulet eo korf ar benveg en un tamm hepken, dornell hag all, ha staget e vez ul lavnenn outañ.

Petra ober gant ur rabod ?[kemmañ]

Ur rikamaner
Ur rabod-rakiñ
Ur rabod-heñcher

Meur a zoare labour a c'heller ober gant rabod pe rabod, ha kalz rabodoù arbennik a gaver er stalioù-labour. Azasaet eo o ment ouzh ar gorread a zo da labourat, hag azasaet eo ivez ment, korn ha stumm beskell o lavnenn d'an efed a venner reiñ d'ar prenn. Setu amañ un nebeud labourioù a c'heller ober gant rabodoù, arbennik pe get :
• Moanaat ha plaenaat un tamm prenn gant rabodoù-treuz evel an divrazer, kenderc'hel war an eskemmer gant ur rabod-bras kent peurechuiñ al labour a-daolioù rimier (e Japan ez implijer ur rabod all goude ar rimier, a vije anvet un arc'hrimier e Breizh mar bije rabodoù ken tanav troc'h o lavnenn).
• Garaniñ un tamm prenn gant un ansell, ha da c'houde plaenaat foñs ar garan gant ur rabod bihanoc'h.
• Stummañ mouladurioù da ginklañ un tamm prenn gant ur rikamaner : kizellet eo al lavnenn hervez ar stumm a venner kizellañ.
• Flouraat gorreadoù kromm gant ur rabod-rakiñ, a zo ur rabod e lavnenn rontaet dalc'het gant div zornell.
• Kempenn ar rizennoù a lakaer e traoñ ar mogerioù en ur sal, gant ur rabod-heñcher e lavnenn ken ledan hag an tamm prenn.
• Ober saziloù war vord ur planken gant ur rabod-sazilañ a zo ur rabod digor war unan eus e gostezioù.
• Kempenn foñs ur voest koad dre gas ar skolpoù a-hed ar c'hostezioù gant ur rabod-kizell.

Degadoù a zoareoù rabodoù all zo, ha zoken e c'hall ur munuzer fardañ e rabod dezhañ evit diouzh e ezhomm.

Penaos ober gant ur rabod ?[kemmañ]

Rabodiñ (en doare japanat)

Diaes a-walc'h eo ober labour mat gant ur rabod,ret eo dont a-benn da dapout an dro-vicher.

  • Stardet mat e vez an tamm prenn d'an uhelder a zere evit labourat distriv.
  • Hollret eo dibab ur rabod azasaet ouzh al labour a venner ober : hirder al lavnenn hag he c'horn dreist-holl. Ret eo reizhañ fourchad al lavnenn en doare ma tennfe ur gwiskad tanav a brenn bewezh ma tremen warnañ, ha ret eo e vije lemm-mat al lavnenn a-benn bezañ gouest da labourat a-hed ur planken, neuze e tle bezañ lemmet alies evel ma reer gant ur gizell.
  • Ret eo teurel evezh ouzh gwiad ar c'hoad, da lavaret eo stur an elvoù, an nervennoù anezhañ. Mar labourit a-enep gwiad ar prenn e sanko al lavnenn hag e tenno melloù tammoù — un divrazer a implijer pa venner en ober, mod all e reer ur fazi ; mar c'hoarvez, klaskit gwiad ar prenn (gwelit an div skeudenn amañ a-is).

A-du gant gwiad ar prenn : mat eo. A-enep gwiad ar prenn : diwallit !

  • Lakait ar rabod da uzañ ar c'hoad dre vountañ warnañ en un doare gorrek hag ampl, en ur bouezañ ingal war ar benveg.
> Sachañ a ra Japaniz war o rabodoù, evel ma weler war ar video.
  • Diwallit da rabodiñ war un tach pe ur viñs, ar pezh a raje un ask fall el lavnenn.
  • Pa vez echu al labour, dav eo renkañ ar rabod war e gostez evit doujañ d'al lavnenn, hag en ul lec'h sec'h evit mirout ouzh gwar ar c'hoad ha mergl ar metal.

Notennoù[kemmañ]

  1. Notennoù yezh a gavor e Kaozeadenn ar bajenn-mañ.
  2. Hampton C. W. & Clifford E, Planecraft – Hand planinng by Modern Methods, Woodcraft Supply Corp., 1982 • ISBN : 978-0-918036-00-1
  3. Mercer Henry C. Mercer, Ancient Carpenters' Tools, Dover Publications, 2000 • ISBN : 0486409589
  4. Planing Ship Timbers with Little Machines, Popular Science monthly, Kerzu 1918, p.68, amañ

Evit gouzout hiroc'h[kemmañ]

  • Fedullo David & Gallauziaux Thierry, La menuiserie, Eyrolles, Paris, 2011, ISBN : 978-2-212-13207-6
  • Roll ar rabodoù gwerzhet gant Stanley Europa
  • Morisot J. M. R., Vocabulaires des Arts et Métiers, 1814, (Menuiserie)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Rabod er
wikeriadur, ar geriadur frank.