RSS Kazac'hia
|
|||||||
| Kan broadel | |||||||
| Ger-stur | Барлық елдердің пролетарлары, бірігіңдер! "Proleterion ar bed, em unanit!") |
||||||
| Yezh ofisiel | Hini ebet. Implijet e veze kazac'heg ha ruseg | ||||||
| Kêr-benn | Alma-Ata (Almaty) | ||||||
| Gorread -En holl -% dour |
2.717.300 km² 1,7% |
||||||
| Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
16.711.900 6,1/km² |
||||||
| Prezidant | (diwezhañ) | ||||||
| Gouel broadel | |||||||
| Moneiz | Roubl (Сом) | ||||||
| Kod pellgomz | - | ||||||
| Kod war ar Genrouedad | - | ||||||
Lec'hiet e Kreiz Azia e oa Republik Sokialour Soviedel Kazac'hia (kazac'heg: Қазақ Кеңестік Социалистік Республикасы) eil Republik diazez vrasañ an Unaniezh Soviedel, deuet da vezañ Republik Kazac'hstan goude ma'c'h eas URSS da get.
Almaty oa kêr-benn ar Republik, anavezet gwelloc'h d'ar mare-se diouzh hec'h anv rusek Alma-Ata.
Krouet e oa bet ar Republik d'ar 26 a viz Eost 1920 evel Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Kirgizia evel ur rann eus RSKS Rusia. Etre ar 15-19 a viz Ebrel 1925 e oa bet adanvet RSSE Kazac'hia hag a-benn ar fin, d'ar 5 a viz Kerzu 1936, e oa bet disklêriet RSS Kazac'hia ha dont a reas da vezañ unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.
A-hed ar bloavezhioù 1950 ha 1960 e oa bet bountet war tud eus URSS en he fezh da vont da vevañ e RSS Kazac'hia hag abalamour da se e kreskas ken buan all an niver a dud eus lec'h all (dreist-holl Rusianed, met ivez Alamaned, Ukrainiz, Belarusiz ha Koreaned) ma teuas da vezañ niversoc'h an ermaezidi o vevañ eno evit ar Gazac'hed o-unan.
D'an 10 a viz Kerzu 1991 e oa bet kemmet anv ar vro ha dont a reas da vezañ Republik Kazac'hstan ha dishual e teuas da vezañ c'hwec'h devezh war-lerc'h.
Goude dont da vezañ dishual e tec'has kuit meur a zen deuet da vevañ eno eus lec'h all da geñver maread ar ren soviedel.
Gwelet ivez [kemmañ]
| Republikoù an Unaniezh Soviedel | |
| RSS Armenia | RSS Azerbaidjan | RSS Bielorusia | RSS Estonia | RSS Jorjia | RSS Kazac'hia | RSS Kirgizia | RSS Latvia | RSS Lituania | RSS Moldavia | RSS Ouzbekistan | RSKS Rusia | RSS Tadjikistan | RSS Turkmenistan | RSS Ukraina Republikoù berrbad: RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |
|
