Röyksopp

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Royksöpp e Glastonbury Festival, 2005

Röyksopp a zo ur strollad daou zen (Svein Berge ha Torbjørn Brundtland) a vro Norvej (Tromsø) anezhañ, savet e 1998 ("Melody A.M.", o fladenn hir gentañ, a zeuas er-maez e 2001). Sonerezh elektronek blaz an disko ennañ, bugale Kraftwerk da skwer (e-touez ur yoc'h re arall) a vez graet ganto.

A-gevret e oa Berge ha Brundtland er skol e Tromsø, hag arnodenniñ binvioù elektronek o doa graet dija, e penn-kentañ ar bleadoù 1990. Neoazh, ne voe savet Röyksopp nemet e dibenn ar c'hantved, pa voe en em gavet en-dro Berge ha Brundtland àr un dro e Bergen. Startijenn ha lañs a oa er gêr-se evit pezh a sell doc'h ar sonerezh elektronek d'ar poent-se ha labourat a reas Berge ha Brundtland get sonerion ar c'hornad èl Kings of Convenience, Frost, Those Norwegian ha Drum Island hag a voe graet "lanvad Bergen (Norvegia)) " (Bergen (Norvegia)) wave) anezhe. O zi-embann pladennoù kentañ a voe Tellé ha meur a single a zeuas er-maez gete. Goude e voe savet o fladenn hir "Melody A.M." get ar label Wall of Sound (ur label breizhveuriat).

A-drugarez d'ar video e kreskaas brud ar strollad, klipoù fiskal, taolioù arnod hag "avant-garde" evel kani "Remind Me" (savet get embregerezh gall H5), aet ar maout getoñ e 2002 e MTV Europe Music Award.

Röyksopp a zo ur ger norvejek, anv ur seurt kabell-touseg (Lycoperdale genus) hag a ya kuit ur gogusenn ulfenn a-zoc'htoñ pa vez stoket doc'htoñ, da lavaret eo ur "c'habell-touseg mogedus".

O eil pladenn, "The Understanding" he zitl, a zo daet er-maez e miz Gourhelen 2005, un nebeud goude o single "Only This Moment". Dispennet eo roudoù ar bladenn gentañ a-barzh, met ar sonennoù nevez-mañ ne sankant ket ken don e penn ar selaouerion.

Pladennoù hir (albpmoù) :[kemmañ]

Pladennoù berr (singles) :[kemmañ]

é tonet a "vMelody A.M.":

  • 2002 : "Remind Me / So Easy" #21 UK
  • 2002 : "Poor Leno" #38 UK
  • 2003 : "Eple" #16 UK

é tonet a "The Understanding" :

  • 2005 : "Only This Moment" #33 UK

Klipoù Video :[kemmañ]

  • Eple
  • Poor Leno
  • Sparks
  • Remind Me
  • Only this Moment