Quintus Fabius Maximus Verrucosus Cunctator

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An diktatour roman Quintus Fabius Maximus Verrucosus — Cunctator

Quintus Fabius Maximus Verrucosus Cunctator pe Fabius Cunctator (war-dro 280 kent J.-K. – 203 kent J.-K.) a oa ur politikour hag ur jeneral roman, ganet e Roma war-dro 280 kent J.-K. ha marvet eno ivez e 203 kent J.-K.. Dilennet e voe pemp gwezh da gonsul (233, 228, 215, 214 ha 209 kent J.-K.) ha div wezh diktatour e 221 hag adarre e 217 kent J.-K.. Dont a reas da vezañ Kensor (Censor) e 230 kent J.-K.. E agnomen, Cunctator, a dalvez "ampeller" e latin, abalamour d'e strategiezh e-pad an Eil brezel punek, ma nac'has en em gannañ tal-ouzh-tal ouzh arme Hannibal war an dachenn ha ma renas un doare gouvrezel outañ. E cognomen, Verrucosus, a dalvez "gwenaennek", abalamour m'en doa ur wenaenn war e weuz uhellañ(Daveoù a vank).

Diskenn a rae diouzh ur gens patrikianed kozh, ar Fabii, hag e oa mab Quintus Fabius Maximus Gurges, mab-bihan ur Quintus Fabius Maximus Gurges all ha mab-kuñv Quintus Fabius Maximus Rullianus, an holl anezhe konsuled brudet. Hervez Ploutarc'hos en doa un temz-spered dous ha komz a rae goustadik.

Kemer a reas perzh er Brezel punek kentañ moarvat, daoust ma ne ouzer netra diwar-benn e roll. Goude diwezh ar brezel e voe dilennet div wezh konsul ha kensor, hag e 218 kent J.-K. e voe kaset da Gartada gant kannaded all. Fabius Buteo, kar dezhañ, an hini a zisklêrias ar brezel en un doare ofisiel e sened Kartada goude ma oa kemeret Saguntum gant Hannibal[1].

Pa oa lazhet ar c'honsul Gaius Flaminius e-doug ar faezhidigezh roman anvet Emgann al lenn Trasumennus e oa gounezet Roma gant ar spouron. Distrujet e oa bet armeoù ar gonsuled e daou emgann bras, ha Hannibal a dostae da Roma. Doujañ a rae ar Romaned na vije distrujet o c'heoded dizale. Divizout a reas ar sened roman e ve anvet un diktatour, evel e-doug holl ar prantadoù enkadennoù, ha choaz a reas Fabius abalamour d'e oad ha d'e skiant-prenañ. Da gustum e ranke an diktatourien resev o c'harg eus ar gonsuled met unan a oa aet da anaon hag egile ne oa ket e Roma. Setu e voe anvet gant ar sened. Da gustum ivez e veze choazet e vestr eus ar marc'hegerezh gant an diktatour e-unan. Ar wezh-mañ avat e voe anvet gant ar sened e-unan ivez hag e voe choazet un enebour politikel da Fabius, Marcus Minucius.

Fabius a nac'has en em gannañ gant Kartadaiz en un emgann bras. Heuliañ a rae Hannibal gant e soudarded ha tagañ strolladoù soudarded bihan hepken en esper gwanaat e enebourien. Displijet e oa ar Romaned gant e strategiezh difenn hag e lesanv cunctator a oa ur gunujenn da gentañ. Nebeut goude fin e ziktarourelezh e oa dilennet Gaius Terentius Varro evel konsul. Gant harp e geodediz e tivizas Varro faezhañ Hannibal en un emgann bras. Pa oa tizhet Roma gant keloù e oa bet trec'het Varro ha Paulus en Emgann Cannae hag e oa distrujet penn-da-benn an arme e klaskas sened ha pobl Roma bezañ aliet gant Fabius a-zivout ar pezh a vanke ober. Cunctator a zeuas da vezañ un titl enorus, hag e voe heuliet e strategiezh gant armeoù Roma e-pad peurrest ar brezel en Italia.

Dilennet e voe konsul div wezh ouzhpenn e 215, ha 214 kent J.-K., hag ur pempvet gwezh 209 kent J.-K.. Dont a reas ivez da vezañ penn an Aogured (hag eñ yaouank-kenañ) ha Pontifex, daoust ma ne zeuas biskoazh da vezañ Pontifex Maximus hervez Gaius Stern (hervez titouroù roet gant Titus Livius a-zivout Fabius)[2]. Den ne voe anvet en ur sez e daou skolaj disheñvel a-raok Julius Caesar pe marteze Silla[3].

Notennoù[kemmañ]

  1. Liv. Ab Urbe Cond. xxi. xviii
  2. Gaius Stern, "Electoral Irregularity and Chicanery during the Second Punic War," CAMWS 2011, citing Liv. 23.21.7, 30.26.10, c.f. 25.5.2-3
  3. G.J. Szemler, The Priests of the Roman Republic, p 149 a ra anv eus un augurelezh hepken evit Silla; p 131-32, 156 diwar Julius Caesar. Diwar-benn Silla sellet ouzh Stern, "Electoral Irregularity and Chicanery during the Second Punic War," CAMWS 2011,