Quett Masire

Eus Wikipedia

Quett Ketumile Joni Masire (ganet d'an 23 a viz Gouere 1925) zo ur politikour eus Botswana, bet eil prezidant ar vro.

Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Botswana Democratic Party e penn kentañ ar bloavezhioù 1960. Goude marv Seretse Khama e voe dilennet da brezidant Botswana d'an 18 a viz Gouere 1980. Addilennet e voe e 1984, 1989 ha 1994. E 1997 e voe cheñchet ar Vonreizh : diwar neuze e vez dilennet prezidant Botswana evit pemp bloaz ha div wech d'ar muiañ. D'an 31 a viz Meurzh 1998 e roas e zilez.