Quadrumviri

Eus Wikipedia
I. Balbo M. Bianchi
E. De Bono C. M. De Vecchi

Quadrumviri ar faskouriezh

Quadrumviri a reer en italianeg eus pevar den a zo bet rannet ar galloud etreze.

E Henroma e veze dilennet pevar c'heodedour gant ar Sened evit ober war-dro an urzh hag ar polis e kêr ; quadrumvir, "pevar gwaz", a raed anezhe e latin.

E deroù ar faskouriezh en Italia e raed quadrumviri eus ar pevar den a oa e penn ar Gerzhadeg da Roma d'an 28 a viz Here 1922 : Italo Balbo (1896-1940), Michele Bianchi (1882-1930), Emilio De Bono (1866-1944) ha Cesare Maria De Vecchi (1884-1959).