Pwyll, priñs Dyfed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pwyll o chaseal, e Glyn Cuch - emañ Arawn en a-dreñv - en deus iset e gon war ar c'harv (engravadur eus levr Charlotte Guest, ar Mabinogion (eil embannadur skeudennet, 1877)

Pwyll, priñs Dyfed, pe Pwyll Pendefig Dyfed, eo anv skourr kentañ ar Mabinogi.

Taolenn

An danevell [kemmañ]

Emañ Pwyll, roue Dyfed o chaseal un deiz e Glyn Cuch, nepell diouzh e lez en Arberth. Emañ e gon war-lerc'h ur c'harv a zo lazhet gant un den all. Arawn roue Annwn eo ar chaseour arall. Tamall a ra da Bwyll bezañ iset e gon war e garv, un dra dizereat. Evel digoll e kinnig dezhañ kemer e stumm hag e lec'h evel roue Annwn e-pad bloaz, tra ma vo-eñ e lec'h Pwyll e lez Dyfed. En Annwn en em gann Pwyll gant Hafgan, enebour Arawn, ha trec'hiñ warnañ. Mignoned e teuont da vezañ penegwir, evitañ da gousket gant gwreg Arawn, n'en deus ket stoket outi.

Degouezhout a ra Pwyll gant Rhiannon, ur gaer a vaouez en he sae sidan alaouret war ur marc'h gwenn.


Dimeziñ a reont, ur mab o deus. En noz war-lerc'h ar gwilioud ne gaver ket ar bugel ken, ha tamallet eo Rhiannon da vezañ muntrerez.

Dont a ra ar bugel war wel e lez ar roue Teyrnon, en deus ur gazeg zo o paouez ebeuliñ. Met nijet kuit eo an ebbeul hag en e lec'h ezeus ur babig. Hag eñ hag e wreg da advabañ ar bugel. Kreskiñ a ra ar bugel , ha Teyrnon a gav etenn kenaén d'ar roue Pwyll. Neuzee kas anezhañ da Pwyll ha Rhiannon, a ro dezhañ an anv Pryderi ( preder, nec'hamant ).


,

Ar skrid [kemmañ]

  • Ifor Williams (embanner), Pedeir Keinc y Mabinogi, Kerdiz, 1930. Meur a adembannadur zo bet goude.

Lenadurezh [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]