Pudask pavioù du

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pudask pavioù du
Black footed ferret whole.jpg
Status iucn3.1 EN.svg
En arvar (EN)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Mustela
Anv skiantel
Mustela nigripes
Audubon & Bachman, 1851
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar pudask pavioù du (Mustela nigripes) zo ur c'higdebrer bihan a vev en Amerika an Norzh. Kar eo da pudask ar stepennoù.

Aet e oa da get e Kanada e 1937 hag e 1980 ne chome nemet ur boblañs ouez, dizoloet dre zegouezh e Wyoming. Paket e oa bet evit he gwareziñ kent na yafe da get. Un nebeud loened maget er gwarezva a oa bet lezet da vont goude-se met ar poblañsoù a chom bihan.

Doareoù penanñ[kemmañ]

War-dro 45 cm eo e hirder hag 1 kg e bouez. Ul lost blevek 15 cm en deus ivez. Evel izili all e gerentiad eo moan ha hir e gorf ha berr e bavioù. Gwenn eo e vlevenn dre vras nemet e bavioù, e c'houzoug ha penn e lost hag a zo du. Ne gemm ket e liv diouzh an amzer.

Emzalc'h[kemmañ]

Ur c'higdebrer oberiant diouzh an noz eo. Chas-pradenn a zebront dreist-holl ha ne c'hellont ket treuzvevañ hepto. Kuzhat a reont en un douarenn diouzh an deiz.

Gwarez[kemmañ]

Distruj ar pradennoù, digresk ar poblañsoù chas-pradenn hag efedoù drastus kleñvedoù evel kinomoz pe bosenn ar c'hoadegoù (heñvel a-walc'h ouzh ar vosenn) a voe abegoù diskar poblañs ar pudasked pavioù du. Aet e oant kazi da get e-pad an XIXvet hag an XXvet kantved.

Anavezet e voent evel ur spesad distag e 1851 hepken, goude embannadur ul levr gant John James Audubon ha John Bachman.

E 1981 e tizoljod ur boblañs vihan 130 hinienn enni e-kichen Meeteetse, Wyoming. War zigresk ez eas abred abalamour d'ar c'hleñved hag e 1986 e tapas ar Wyoming Game and Fish Department an 18 loen a chome d'o gwareziñ. D'ar poent-se na oa nemet 50 pudask pavioù du ken er bed.

E 1991 e teraoujod da lezel pudasked pavioù du da vont en natur en dro. Krediñ a reer e oa war-dro 400 penn er bed.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Ar pudask pavioù du war Animal diversity web