Proviñsoù kozh Portugal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Setu ar 6 proviñs istorel a oa e Portugal .
Proviñsoù Portugal e 1936.

E Portugal n'eus ket proviñsoù ken met chom a ra ar merk anezho e spered an dud, muioc'h c'hoazh eget e Breizh.

Istor[kemmañ]

Adalek ar XVvet kantved e oa c'hwec'h rannvro:

  1. Entre-Douro-e-Minho, T
  2. Trás-os-Montes,
  3. Beira,
  4. Estremadura,
  5. Entre-Tejo-e-Odiana (deuet da vout Alentejo)
  6. Algarve.

Komarkoù e oant da gentañ war-bouez Algarve, a veze graet "Reino" (rouantelezh) anezhañ. E pep hini anezho e oa ur c'hcorregedor, karget da verañ ar vro ha d'ober war-dro ar justis. Adalek ar XVIvet kantved e krogor da gomz eus "Proviñsoù".