Produadur Broadel Kriz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Termenet eo ar Produadur Broadel kriz[1] (berradur : PBK) pe ar Produadur Broadel Gros[2] (berradur : PBG) evel hollad an talvoudegezhioù ouzhpennet er servijoù hag er madoù-dibenn krouet gant hollad embregerezhioù ur Stad e-korf ur bloavezh, war an tiriad broadel pe en estrenvro.
Un unanenn vuzuliañ pinvidigezh armerzhel ar riezoù hag ar stadoù kevredet eo.

Ar proaduadoù peuraozet a zo madoù implijet evit gwir ha n'int ket implijet evit produiñ madoù all. Ar madoù implijet evit produiñ ar proaduadoù peuraozet a zo ar madoù krenn. Koulskoude e c'hell bezañ kontet ur mad pe evel ur proaduad peuraozet pe evel ur mad krenn hervez e implij. Da skouer, bandennoù-rod ar c'hirri-tan a vez kontet evel madoù krenn pa vezont gwerzhet gant ar c'harr e-unan, met bandennoù-rod prenet gant un den a zo proaduadoù peuraozet. Ar re-se a ya da vouetañ ar PBG dre ma ne vefe ket kontet an traoù div wech : ur wech pa vezont gwerzhet gant ar farder bandennoù-rod d'ar farder kirri hag ur wech all pa vez gwerzhet ar c'harr.

Ne vez kontet nemet madoù nevez-fardet ha nompas kirri bet perc'hennet dija.

Roll broioù dre PBK (milion a zolarioù amerikan)[3] (An 10 brasañ)[kemmañ]

Rank 2010 2009 2008
1 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 14,600,828 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 14,223,686 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 14,506,142
2 Banniel Sina Sina 5,700,018 Banniel Sina Sina 4,857,623 Banniel Japan Japan 4,853,005
3 Banniel Japan Japan 5,369,116 Banniel Japan Japan 4,785,450 Banniel Sina Sina 4,042,883
4 Alamagn Alamagn 3,537,180 Alamagn Alamagn 3,473,814 Alamagn Alamagn 3,504,510
5 Frañs Frañs 2,749,821 Frañs Frañs 2,750,418 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 2,799,960
6 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 2,399,292 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 2,538,578 Frañs Frañs 2,700,770
7 Flag of Italy.svg Italia 2,125,845 Flag of Italy.svg Italia 2,114,668 Flag of Italy.svg Italia 2,115,482
8 Flag of Brazil.svg Brazil 1,830,392 Flag of Brazil.svg Brazil 1,563,126 Banniel Spagn Spagn 1,449,186
9 India India 1,566,636 Banniel Spagn Spagn 1,472,046 Banniel Kanada Kanada 1,446,669
10 Banniel Spagn Spagn 1,462,894 India India 1,405,064 Flag of Brazil.svg Brazil 1,433,699

Notennoù[kemmañ]

  1. Termofis, Ofis ar brezhoneg
  2. Geriaoueg istor-geografiezh, Diwan
  3. [1]