Priz Abel
Eus Wikipedia
Ar priz Abel a zo ur gopr roet bep bloaz d'ur matematikour gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri.
Penn kentañ [kemmañ]
E 2001, da lidañ daou c'hant vloaz ganedigezh ar matematikour Norvegian Niels Henrik Abel (1802), e tivizas gouarnamant Norvegia krouiñ ur priz nevez evit ar vatematikourien. Pal ar priz-se a ober evit talañ ouzh ar mank a briz Nobel e matematik, daoust ma 'z eo ken talvoudus Medalenn Fields.
Ar priz [kemmañ]
Ar priz a vez roet gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri. Pemp matematikour etrevroadel a vez er bodad titlañ. Roet e vez ar priz gant Roue Norvegia e miz du, talvezout a ra 6 milion a gurunennoù, tro 730 000euro. Norvegia he deus roet 200 milion a gurunennoù da bourvez ziazez (tro 25 milion a euroioù).
Listenn al loreidi [kemmañ]
- 2003: Jean-Pierre Serre (Bro C'hall, Skolaj Bro C'hall)
- 2004: Michael Atiyah (Rouantelezh Unanet, Skol Veur Edimburgh) hag Isadore Singer (SUA, MIT)
- 2005: Peter Lax (Hungaria, Courant Institute of Mathematical Sciences eus New York)
- 2006: Lennart Carleson (Sveden, Ensavadur roueel teknologiezh Stockholm)
- 2007: Sathamangalam R. Srinivasa Varadhan (India, National Academy of Sciences)
- 2008: John G. Thompson (Stadoù-Unanet Amerika, University of Florida) hag Jacques Tits (Belgia, Collège de France)
- 2009: Mikhail Gromov (Rusia, Institut des Hautes Études Scientifiques)