Prix des Incorruptibles

Eus Wikipedia

Ar Prix des Incorruptibles ( priz an dud dibrenus) zo ur priz lennegezh-vugale gallek, aozet er skolioù gall, adalek ar skolioù-mamm betek an eil klas, abaoe 1988 .

Krouet eo bet gant levrdiourien evit brudañ al lenn er skolioù ha berzh a ra er skolioù gall, diouzh ma poagn ar skolaerien ha kelennerien da lakaat o skolidi da gemer perzh.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret e vez d'ar vugale lenn un toullad levrioù, eus ul listennad kinniget gant tud a vicher, ha reiñ notennoù dezho. Diwar-se e vez dibabet ar priz kentañ. Maeroned ha paeroned zo bet d'ar priz: Anna Gavalda, Martine Delerm ha Daniel Pennac.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar priz-se eo bet awenet krouerien Priz ar Yaouankiz e Breizh, emezo.

Al loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm où diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]