Pried veur ar roue
| Pried veur ar roue e hieroglifoù |
||||
|
Kontrol d'ar bobl vunut e c'hall Faraon kaout meur a bried.
Adalek an Patrom:XIIvet tierniezh egiptat e veze graet pried veur eus unan anezhi. Hi an hini a rank genel hêred ar roue. Rak hervez mojenn an douebriedelezh, e teu Amon d'en em unaniñ gant ar rouanez da reiñ dezhi gwad an doue a raio an danvez faraon. Sede penaos e vez roet gant ar bried veur an dourenn doueel d'ar bugel roueel.
Ur gelennadurezh ne oa ken, goude ma seblant bezañ unana eus diazezoù an dierniezh . Kavout a ra da istorourien zo koulskoude eo aze emañ diazez ar wadbriedelezh , da lavarout eo an dimeziñ kenwadel entre breur ha c'hoar pe tad ha merc'h
Karg pried veur ar roue [kemmañ]
Ne vern hec'h orin, ur garg a bouez he deus pried veur ar roue er rouantelezh. Kuzulierez ar roue e vez alies. N'eus nemet ar rouanezed a c'hall dougen arouezioù ar faraon (uræus ) hag an doueed (pluñv, bultur, kerniel hathoriques). Un ti zo dezho, hag ober a reont war-dro haremoù meur ar faraon. Int-i ivez a ra war-dro skoliañ bugale ar faraon. Darn anezho, evel Hatchepsout, o deus bet gallet dont da vout « faraonezed ».



![G36 [wr] wr](http://bits.wikimedia.org/static-1.22wmf2/extensions/wikihiero/img/hiero_G36.png)