Priñs-dilenner

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Priñsez-dilennerez)
Priñsed-dilennerien e dibenn ar Grennamzer (a-gleiz da zehou) : arc'heskob Trier, hini Mainz ha hini Köln, roue Bohemia, dug Saks, margrav Brandenburg ha kont Pfalz bei Rhein

Ur priñs-dilenner (pe Kurfürst en alamaneg, princeps elector imperii pe elector e latin) a oa ur priñs, en Impalaeriezh santel roman, hag a oa e-touez ar briñsed karget da zilenn impalaer Alamagn, an Impalaer santel roman german. Seizh priñs dilenner a oa en deroù.
Displeget e voe statud ar briñsed-dilennerien gant Builh Aour 1356. Dilennet e veze an impalaer gant ar brasañ niver, ne vern pet dilenner a veze, gant ma vezent pevar da vihanañ.
Goude e teuas kemmoù a-hed ar c'hantvedoù, krouet e voe dilennerien nevez, re Bavaria ha Hannover da skouer er XVIIvet kantved.

Germania ha skoedoù-ardamez ar seizh priñs-dilenner

Ren a rae ar briñsed-dilennourien-se e stadoù a-bouez, ha galloudoù bras o devoa, ken e oant hogos dizalc'h e-keñver an impalaer santel.