Práxedis Guerrero

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Praxedis Guerrero.png

Práxedis Gilberto Guerrero Hurtado (1882 – 1910) a oa ur c'hazetenner anarkour mec'hikan lazhet e Dispac'h Mec'hiko

Dont a rae eus Los Altos de Ibarra, e San Felipe (Guanajuato) e-kichen León (Guanajuato) hag e dud a oa perc'henned un hacienda. E 1899 e skrivas e bennadoù kentañ e-barzh kazetennoù evel El Heraldo Comercial hag El Despertador. E 1901 e laboure en Diario del Hogar hag e lakas e anv en arme ma teuas da vout letanant.

E 1903 e oa krog da lenn kazetennoù a enebe ouzh an diktatour Porfirio Díaz, El Demófilo hag El hijo del Ahuizote, hag e reas anaoudegezh gant anarkourien hag a oa skrivagnerien. Pa glevas e oa bet an arme o tennañ war ur vanifestadeg e Monterrey (Nuevo León), e kuitaas an arme.

E 1904 e laboure e SUA, e Denver, Colorado, evel mengleuzier? E 1905 ez eas da San Francisco, California, ma embanne Alba Roja (" Gouloù-deiz Ruz ")