Potop

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Potop ha Republik an Div Vroad.


Ar Potop, pe Potop Szwedzki (liñvadeg svedat), eo an anv a vez graet e poloneg (Švedų tvanas e lituaneg) eus ar brezelioù er XVIIvet kantved a rivinas Republik an Div Vroad, kenunaniezh Pologn ha Lituania. Stag eo an anv eus aloubidigezh Pologn-Lituania gant Svediz eus 1655 betek 1666. En ur ster ledanoc'h e krog ar Potop gant emsavadeg Khmelnitski en Ukraina en 1648, ha n'echu nemet e dibenn 1667.

A-raok ar Potop eo Republik an Div Vroad a oa ar stad vrasañ en Europa en ur vloc'had, rak an Impalaeriezh Santel Roman German a oa brasoc'h, hogen a-strew.