Potifar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sebald Beham: Jozeb ha gwreg Potifar, 1544
Philipp Veit: Jozeb ha gwreg Potifar, 1816–1817

Potifar pe Putiphar (eus an henegipteg p3-Htp r` : kinnig da ) a zo, e levr ar C'heneliezh, ofiser ar faraon a bren ar sklav Jozeb, mab Jakob. E wreg (n'eo ket lavaret hec'h anv) a orgedas ouzh Jozeb, a nac'has kousket ganti. Tamallet e voe Jozeb neuze gant ar wreg da vezañ klasket he gwallañ, ha taolet e voe er vac'h.

Er C'horan eo al-Aziz a vez graet eus Potiphar, un anv hag a c'hall diskouez un den e garg uhel ha netra ken (kement ha "galloudus" e talv Aziz en arabeg). Zouleic'ha eo anv ar wreg en hengoun an islam hag ar yuzevegezh.