Posom korr Tasmania

Eus Wikipedia
Posom korr Tasmania


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Usurzhad : Marsupialia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Burramyidae
Genad : Cercartetus
Anv skiantel
Cercartetus lepidus
Thomas, 1888
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Posom korr Tasmania (Cercartetus lepidus) zo ur bronneg godellek hag a vev e Tasmania ha gevred Aostralia.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini bihanañ eus an holl c'hodelleged eo Cercartetus lepidus[1]
Etre 6,6 ha 7,5 cm eo ment keitat al loened en oad gour (al lost e-barzh) hag etre 7 ha 10 gramm a bouez zo enno.
Tev ha dous eo o feur gell, a zo kentoc'h gris war o bruched hag o c'hof.[1]
Berr eo o fri, gant mourrennoù hir ; war dremm al loen emañ e zaoulagad ; hir, tost divlev ha fiñvus eo e zivskouarn. Hegrog eo al lost ken hir hag an hanter eus ar c'horf.

Annezva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ██ Tachenn Cercartetus lepidus
  • War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

    E Tasmania a-bezh e vev al loen ; krediñ a raed e oa aet da get, betek ma voe kavet unan bev e 1964 en Enez Karta Pintingga (Kangaroo Island) a-vaez da Stad Aostralia ar Su ; loened all zo bet kavet abaoe e diazad Murray-Darling war ar c'hevandir en Aostralia ar Su hag e Stad Victoria.[1]
    E koadegi sec'h, bodoù eukaliptuz ha lannegi e kaver Cercartetus lepidus.

    Is-spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    N'eus bet kavet is-spesadoù ebet da Bosom korr Tasmania ; diwar dielfennadennoù TDN avat ez eus bet goulakaet e vefe Cercartetus lepidus Tasmania un is-spesad eus hini ar c'hevandir, pe ur spesad disheñvel zoken[2].

    Doaeroù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Loened noz ha gwezat eo Posomed korr Tasmania, met ral a wech e pignont betek barr ar gwez gant aon rak bout paket gant laboused moarvat.
    Diwar bandennoù ruskenn e savont o neizhi bolzek e gwez kleuz pe e koad brein. En o unan e chomont peurliesañ, ne rannont o neizh nemet gant o re vihan.[1]
    Pa vez yen an amzer, e-tro 6°C pergen, e c'hall Cercartetus lepidus morvitellat : digreskiñ a ra gwrezverk e gorf, ha ne anal nemet 1% eus an oksigen a ya gantañ pa vez dihun[3].

    A-hed ar bloavezh e c'hall al loen gouennañ, met an nevezamzer hag an hañv eo ar mareoù pennañ. Bras eo godell ar barez, pevar zezh ennni — pevar c'holen d'ar muiañ e c'hall genel en un torad neuze. Goude un 42 zevezh bennak e tilez ar re vihan godell o mamm ; lod anezho avat a c'hall chom a-ispilh ouzh he feur ha bezañ douget ganti e-pad ur mare c'hoazh. Pa vezont e-tro da 90 devezh e kuitaont an neizh da vat da glask o boued.[1]

    Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Hollzebrer eo Cercartetus lepidus : amprevaned, glazarded ha kevnid dreist-holl; nektar ha pollen ar gwez eukaliptuz ha gwez banksia (Banksia serrata) a ya gantañ ivez, ar pezh a laka Posomed korr Tasmania da bollenerien. Gouzout a reer e vezont debret gant ar bronneged diaouled Tasmania ha Dasyurus, gant al laboused Dacelo ha kaouenned masklet Aostralia (Tyto novaehollandiae), ha gant an "naeron tigred" (Notechis scutatus).[1]

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha1,5 (en) HARRIS, Jamie M. : Cercartetus lepidus, in : Mammalian Species, niv. 842, 25/09/2009, pp. 1-8 https://academic.oup.com/mspecies/article/doi/10.1644/842.1/2600884
    2. (en) OSBORNE, M.J. & CHRISTIDIS, L.(2002) :Systematics and biogeography of pygmy possums (Burramyidae : Cercartetus), in : Journal of Australian Zoology, levrenn 50, niv. 1, pp. 25–37
    3. (en) GEISER, F. : Hibernation and Daily Torpor in Two Pygmy Possums (Cercartetus Spp., Marsupialia), in : Physiological Zoology, levrenn 60, niv. 1, pp. 93–102