Porsche 911

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ferdinand Porsche

Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo ar Porsche 911, un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e Frankfürt e miz Gwengolo 1963, da vare Saloñs ar C’hirri-tan. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit-all ma vez. Ken alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm Ferry Porsche hag e hini e vab Ferdinand Alexander, « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur mennozh ijinet gant ar c'helenner brudet Ferdinand Porsche, tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar Volkswagen ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e Bro-Alamagn abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e Mec'hiko hag e Brazil, ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).

Ar bloavezhioù kentañ[kemmañ]

An 911, an doare ar muiañ gwerzhet betek miz Mezheven 2006

Lakaet eo bet ar Porsche 911 e gwerzh e fin ar bloavezh 1964 evit kemer plas an 356, bet gwelet evit ar wech kentañ 16 bloaz a-raok, war patrom ar « Vuoc'hig-Doue », bet gwellaet hag adrenket neuze. N'eo ket aes tamm ebet, rak brudet-kenañ e oa deuet an 356 da vezañ, met mont war-raok a ranker ober. Ar re gentañ hag a zo bet gwerzhet e-touez an 911 ne droe ket re vat ar c’heflusker enno, met buan e teuio an diskoulm : diaes e oa ar vouetadurezh da reizhañ (gant 2 vouetaer tric'horf pourvezet gant ar stal c’hall Solex, hag a laosko o flas gant ur rummad efedusoc’h eus ar stal Weber), ha re skañv e oa an ahel en a-raok, abalamour d’ar c'heflusker (ur pezh 6 kranenn a vez yenaet gant an aer, 3 ha 3 stok-ha-stok (« flat-six » e saozneg), 2 litrad kranennad en holl, gouest da zispakañ un nerzh a 130 marc'h DIN da 6100 tr/mn) lakaet a-dreñv an ahel diadreñv. Buan-tre e teu ar rummad an 911 da vezañ liesseurt : e-pad ar bloavezh 1966 e lakaer e gwerzh ar stumm didoennabl ar c’harroñsadur anezhañ, « Targa » e anv, hag ar stumm « S », ur stumm kreñvoc'h gant e 160 marc'h DIN, hag a c’hell kas ac’hanoc’h betek 220 km/e ! E-pad ar bloavezh 1967 e vez kinniget ar stumm « T », siouloc’h gant e 110 marc'h DIN nemetken, ha marc'hadmatoc'h dreist-holl !

Evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1969 e voe staliet ur vouetadurezh-ensilañ (nemet evit ar stumm « T ») hag e vez hiraet ar roted (2,27 m e lec'h 2,20 betek-hen) : e mod-se e teu plijusoc'h c'hoazh an 911 da vleniañ, ar stumm « S » dreistholl. Gant ar bloavezh-kenwerzhañ 1970 e vez kresket ar granennad betek 2,2 litr; e mod-se e vez gounezet un tamm brav a nerzh : 125 marc'h DIN evit an 911 « T », 155 evit ar stumm « E » (evel Einspritzung en alamaneg pe Ensilerezh e brezhoneg...), 180 evit ar stumm « S », ha gwerzhet e vezont atav e stumm koupe pe dTarga. Gant ar bloavezh-kenwerzhañ 1972 ez a war gresk adarre ar granennad, betek 2,4 litr ar wech-mañ, hag en diabarzh ez eus ur gael nevez evit al loc'henn-dizh; bremañ e pign an nerzh betek 130 marc'h DIN evit an 911 « T », 165 evit an 911 « E » ha 190 evit an 911 « S ». Ne vez ket gwelet kalz a ziforc’h pa vez kaset ar c'harr betek penn (232 km/h evit an 911 S 2,4 litr ha 231 evit hini 2,2 litr), met bez’ e ranker lavarout ez eo plijusoc'h c'hoazh da vleniañ : gwellaat gwevnded ar c'heflusker a zo bet klasket ober da gentañ gant an ijinourien; ouzhpenn-se e lonk dour-tan... Eus ar marc’had-matañ a zo !

Ar stumm Carrera[kemmañ]

E 1973 eo e oa bet kinniget ar stumm brudet kenañ « Carrera RS » 2,7 litr, gant e 210 marc'h DIN : kredapl eo ar stumm-mañ an hini cheuc’hañ e-touez rummad ken liesseurt an 911 bouetaet gant aer : da gentañ ez eus bet graet 500 skouerenn anezhañ evit kaout an aotre da gemer perzh er redadegoù, ha da c’houde he deus ranket stal Porsche sevel ur rummad all, 1080 skouerenn ennañ, dre ma oa un toullad mat a dud c’hoant ganto prenañ anezhañ, ha kement-mañ a oa dic’hortoz (kinniget e oa ar C'h/Carrera RS e stumm koupe nemetken). Ar pezh a zo tremenet da c’houde a ziskouezo splann e oa ar stumm « Carrera RS » unan a-feson, abalamour ma vo ret gortoz ouzhpenn 10 vloaz a-benn gwelout un 911 bouetaet dre aer ken kreñv : an hini Carrera 3,2 litr hag a vo kinniget e fin 1983 hepken. Da lavarout eo, ez eo didalvez ar stummoù a zeuio da heul abadenn ar C'h/Carrera RS ? Nebeutoc'h a startijenn marteze, ha c’hoazh...

Traoù nevez eus ar re gentañ a c’hoarvez gant ar bloavezh-kenwerzhañ 1974 memestra : kresket e vez ar granennad betek 2,7 litr (evel hini ar C'h/Carrera RS), staliet e vez an ensilerezh war ar rummad a-bezh, hag aes eo anavezout ar rummad nevez-mañ gant an distokerioù « mod ar Stadoù Unaned », savet hervez lezennoù ar surentez eno; en diabarzh e vez gwelet azezennoù nevez ivez, gant o c’hilpennerioù stag. Pignat a ra an nerzh bremañ betek 150 marc'h DIN evit an 911 « marc’had-mat » (hag a gemer plas ar stumm « T »), 175 evit an 911 « S », ha 210 evit ar stumm Carrera (pourvezet gant keflusker ar C'h/Carrera RS); kinniget e vezont atav e stumm koupe pe D/Targa, ar C'h/Carrera zoken. Efedoù enkadenn an eoul-maen e 1973 ne viront tamm ebet ouzh ar stal da vont war-raok atav : e miz Gwengolo 1974 e Paris e kinniger ur stumm dreistvouetet, met ur rakskouerenn eo d’ar poent-se : an 930/911 Turbo, un nerzh a 260 marc'h DIN evit ur granennad a 3 litr. Lakaet e vo e gwerzh e 1975, e stumm koupe hepken.

Ur Porsche 911 S a Vro-Leon.

A-benn ar fin he deus Porsche al « lestr » hag a vanke dezhi evit bezañ degemeret e-touez rummad ar re a renk uhel. Netra nevez a-hend-all evit ar pezh a sell ouzh ar bloavezh-kenwerzhañ 1975; adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1976 koulskoude, e vez savet an 911 gant follennoù-houarn zinket dre an tommder : ken solut int ma ne c’hellont ket merglañ, kazimant ; ne vez kinniget nemet 2 stumm evit ar rummad bouetaet gant aer : an 911 2,7 litr gant e 165 marc'h DIN hag an 911 Carrera 3.0 litr gant e 200 marc'h DIN, e stumm koupe pe D/Targa atav.

Dibenn ar produiñ ?[kemmañ]

Daoust ha n’emañ ket karrigell an ankoù o tostaat evit kas ganti an 911 ? « Eo » e c’hellfe an nep respont, rak berr e teu ar rummad 911 da vezañ : ur stumm bouetaet gant aer evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1978, an 911 SC, 3 litr a granennad ha 180 marc'h DIN hepken (!), hag ur stumm dreistvouetet, kresket e granennad gantañ betek 3,3 litr, memestra: an 930/911 Turbo 3,3 litr nevez, gant e 300 marc'h DIN, mall ganto bountañ ho p... a-dreñv ! War ar seblant, pase poent eo evit ma chomfed a sav gant an 911, hervez bolontez ar c'helenner Ernst Führmann (kadoriad kuzul-ren ar stal d’ar poent-se), hag a soñj dezhañ n’eus amzer dazont ebet evit Porsche nemet diwar-goust ar rummadoù nevez 924 ha 928 : evitañ emañ an 911 er-maez eus ar c'hiz, e-keñver an teknik !

Savete an 911[kemmañ]

Ar pezh a zo, derc’hel a ra an dud da vezañ war glask eus hemañ, ha n’eo nemet p’en devo ar c'helenner Führmann roet e zilez e-pad ar bloavezh 1980 e vo saveteet an 911, mod-all e vije bet falc’het gant an ankoù, m’eus aon... Dilennet Peter W. Schutz war e lerc'h e kred hemañ start e c’heller mont war-raok atav gant ar mennozh sakr « pep tra er penn a-dreñv » : klask a ra reiñ lañs en-dro d 'an hini a oa bet lakaet a-gostez a-grenn tost-da-vat gant ar c’hadoriad kozh. Kerkent ha kemeret e garg gantañ, e tispigner un tamm brav a arc’hant evit studiañ dazont an 911, ha da gentañ toud ez eo kresket e nerzh betek 204 marc'h DIN evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1981.

Dindan e vestroniezh neuze e vo kinniget ar stumm didoennabl penn-da-benn, « cabriolet » e anv, hag a vez gwerzhet e-pad ar bloavezh 1982, ar stumm Carrera 3,2 litr hag a vez pourvezet gant an ensilerezh « Motronic » (enaouerezh ha bouetaerezh o treiñ asambles) ha gwerzhet adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1984, hag an 959 dreistholl, ur pezh mell karr-tan, leun a deknologiezh uhel e-barzh, gwerzhet e-pad ar bloavezh 1987 evit ur sammad a 1,7 milion a lurioù-gall ! Savet ez eus bet ur rummad 959 nemetken, 283 skouerenn anezhañ, ha pignat a ra nerzh e geflusker betek... 450 marc'h DIN evit 2,85 litr a granennad; evit dont a-benn da gaout kement a nerzh o deus pourvezet kefluskerien Porsche ar « flat-six » brudet gant 4 c'hlaped evit bep kranenn, hag un dreistbouetaerezh gant daou d/turbo; yenaet e vez ar c’heflusker-uhel gant dour; 4 rod-luskañ a zo, pourvezet gant ur benveg-ingalañ, meret gant elektronegezh, hag a gas an nerzh etre an ahel en a-raok hag hini en a-dreñv, hervez an doare ma vez staget ar rodoù ouzh an douar... Evel just, arabat deoc’h bezañ souezhet pa 'n devez ezhomm ur c’harr (-nij ?) a seurt-se 4 s (3,9 evit bezañ resis...) ken evit tremen eus 0 betek 100 km/h, betek tizhout da c’houde 315 km/h pa vez kaset betek penn ! An tizh a zo hervez an deknologiezh, a dra sur.

Daoust da P/Beter W. Schutz bezañ bet taolet er-maez e-pad ar bloavezh 1988, abalamour m’en doa bet re a fiziañs e marc'had ar Stadoù Unanet (war e lerc'h eo bet anvet Heinz Branitzki, ha Wendelin Wiedeking, kadoriad a-vremañ), ur marc'had hag a lakae arc’hant bras da vont en-dro betek ar reuz a zo bet eno gant an eskemmoù e 1987, ret eo memestra derc’hel soñj eus ar pezh mell labour en deus graet evit lakaat an 911 da vont war-raok. Sklaer eo pa vez sellet ouzh ar stummoù nevez hag a zo bet kinniget diouzhtu war-lerc'h : ar stumm Speedster (ur stumm didoennabl penn-da-benn, diaezhenner ebet gantañ) hag an 964/911Carrera 4 (3,6 litr, 250 marc'h DIN ha 4 rod-luskañ) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1989, ar C’H/Carrera 2 (heñvel ouzh an hini 4, 2 rod-luskañ gantañ nemetken) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1990, an 965/911 Turbo nevez (ar re 3,3 litr diwezhañ, graet e 1989, a oa pourvezet gant ur voest 5 tizh enni) e 1991 ha distro ar C'h/Carrera RS e 1992, gant e geflusker bouetaet gant aer, 3,6 litr a granennad ha 260 marc'h DIN, da lavarout eo div wech kreñvoc'h eget hini an 911 kentañ ! Er memes bloavezh, e saloñs ar c’hirri-tan e Paris, « le Mondial de l'Automobile » evel ma vez lavaret, e talc’her da vont gant ar cheñchamantoù : kinniget e vez ur stumm nevez evit ar Speedster, hag an 965/911 Turbo 3,6 litr (360 marc'h DIN).

N’eo ket echu an abadenn c’hoazh, tamm ebet : e 1993 e Saloñs Frankfürt e voe kinniget rummad nevez an 911, badezet « 993 » evel just (3,6 litr, 272 cv DIN, 2 rod-luskañ), 30 vloaz rik goude bezañ bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ ! Ar re a blije dezho ar stumm Targa ne gavont ket o lod gant an 993, rak hemañ a vez gwerzhet e stumm koupe pe g/cabriolet hepken... Ar bloavezh war-lerc’h e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 (heñvel ouzh an hini 2 rod-luskañ, nemet e vez 4 rod-luskañ outañ), hag ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) hag an Turbo (3,6 litr, 408 cv DIN, daou d/turbo) da c’houde, hag a vez lakaet war ziskouez ez ofisiel e Saloñs Jeneva e miz Meurzh 1995. Er memes bloavezh e Saloñs Frankfürt e vez roet lañs en-dro d’an Targa, pourvezet gant un doenn ispisial graet gant gwer, hag a c’hell bezañ digoret aes-kenañ ; eno e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 S ivez, gant e garroñsadur hag ar pezh a zo stag ouzh an hent heñvel ouzh re an Turbo. Kement hag ober e pign nerzh ar c’hefluskerioù bouetaet gant aer betek 285 cv DIN evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1996, e lec’h 272 betek-hen. Netra nevez evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1997, kinniget e vez an 993 Carrera S memestra, savet war patrom an 993/911 Carrera 4 S, gant karroñsadur an Turbo ivez, met ar pezhioù stag ouzh an hent a zo re an 993/911 Carrera. En 993/911 Carrera S an hini eo e vez staliet keflusker ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1998; er bloavezh-se e vez kinniget ivez an 993/911 Turbo S (450 cv DIN) a vo hini diwezhañ un heuliad rummadoù bet savet war ar memes patrom abaoe 1964 : pebezh abadenn !

E fin ar bloavezhioù 80 e veze embannet an dro-lavar-mañ gant Sonauto, embroer Porsche e Bro-C’hall d’ar poent-se : « War-raok atav, ar redadeg didermen ». Bez’ e talvez atav !