Pont ar Menai
Eus Wikipedia
Pont y Borth gwelet eus Ynys Môn.
Pont ar Menai, pe Pont y Borth pe Pont Grog y Borth e kembraeg, zo ur pont war ar Menai, dirak Bangor, etre Gwynedd hag Enez Mon, anvet diwar anv Y Borth, pe Porthaethwy, ar gêrig tostañ en enezenn .
Savet e oa bet gant an ijinour skosat Thomas Telford, ha digoret e 1826
Taolenn |
A-raok ar pont[kemmañ]
A-raok 1826 e treuze an dud gant ur vag , pe war droad pa veze izelvor. En 1800, sinet an Union Act, e oaan eskemmoù gant Iwerzhon o kreskiñ, ma voe divizet sevel ur pont da vont gant an hent betek Caergybi.
Pont ispilhet war-bouez chadennoù[kemmañ]
Lennegezh[kemmañ]
Englyn[kemmañ]
Sed un englyn kembraek savet diwar-benn ar pont:
-
- Uchelgaer uwch y weilgi - gyr y byd
- Ei cherbydau drosti,
- Chwithau holl longau y lli
- Ewch o dan ei chadwyni .
- Dewi Wyn o Eifion(1784–1841)
- Uchelgaer uwch y weilgi - gyr y byd
- Troidigezh
-
- Uhel gêr (= kreñvlec'h) uc'h ar mor - ar bed a vlein
- E girri dreizi;
- Ha c'hwi holl, listri ar mor,
- Kit dre zindan he chadennoù.
Arroudig saoznek[kemmañ]
- Ar Marc'heg Gwenn da Alice:
- "I heard him then, for I had just
- completed my design,
- To keep the Menai bridge from rust
- By boiling it in wine."
-Troidigezh dieub
- Neuze en klevis pan em boa
- kaset ma mennozh da benn
- mirout ouzh Pont ar Menai a verglañ
- dre en birviñ er gwin gwenn
Liammoù diavaez[kemmañ]
- Pont ar Menai, e-barzh Structurae
- (en) Prosiect Menai Ur raktres-mirdi diwar-benn ar Menai.
- (en) Anglesey History Istor pontoù ar Menai.
Lennadurezh[kemmañ]
- Quartermaine et al (2003) Thomas Telford’s Holyhead Road: The A5 in North Wales, Council for British Archaeology ISBN 1-902771-34-6
- Richard, Robin (1991) The Secret Bridge, Rocket Books ISBN 0-9517605-0-5