Pont ar Gard

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
PÒNT DE GARD
Pont ar Gard
Pont du Gard Oct 2007.jpg
Lec'hiadur
Bro : Okitania

Kumun : Vers-Pont-du-Gard
Vèrç en okitaneg

Hed : 43° 56' 50" Norzh
Led : 4° 32' 08" Reter
Perzhioù
Hirder (eil estaj) : 275 m.

Hirder
(trede estaj) :
360 m

Uhelder : 48 m

Danvez : Mein naturel, eus Vèrç

Savidigezh : Iañ kantved,
etre 40 ha 60 G.J.K.
Staelad
Welterbe.svg Glad ar Bed
an UNESCO (1985)

Pont ar Gard a reer eus ur pont-dourbont roman e departamant ar Gard etre kêrioù Usès ha Nimes en Okitania. Pònt de Gard eo e anv okitanek.

Savet e voe etre ar bloavezhioù 40 ha 60 dreist ar stêr Gardon evit kas dour Usès da Nimes. Hervez disoc'hoù an enklaskoù diwezhañ ne voe mui implijet adalek deroù ar VIvet kantved.

Adal ar Grennamzer e voe savet un hent da dreuziñ ar stêr dre an trede estaj. E kreiz an XVIIIvet kantved e voe staget ur pont all, un hent warnañ, ouzh gwaregoù an estaj izelañ a anver "eil estaj abaoe.