Pont Cheviré

Eus Wikipedia
Karrbont Cheviré

Pont Cheviré, pe Karrbont Cheviré, zo ur pont dreist al Liger, er c'hornôg da Naoned.

Er reter dezhañ emañ Pont Anna Vreizh, e Naoned ivez, er c'hornôg emañ pont Sant-Nazer, un tamm er reter da gêr Sant-Nazer. Savet e voe eus 1986 da 1990 ha digoret e voe ent-ofisiel d'ar 27 a viz Ebrel 1991.

Ober a ra al liamm etre ar hent broadel 137 hag ar gourhent A83. Ul lodenn eus hent an Aberioù eo.