Poltred ur vaouez dianavez

Eus Wikipedia
Poltred ur vaouez dianavez, 1883.

"Poltred ur vaouez dianavez" a zo un daolenn gant al livour rus Ivan Kramskoy e 1883.

Taolenn vrudetañ an arzour eo ar poltred-mañ. Ha kevrinus eo, abalamour d'an titl, roet gantañ.

En daolenn e weler ur vaouez yaouank, gwisket brav, azezet en ur wetur o tremen dre Nevski Prospekt e Sant-Petersbourg. He dilhad - mantell zu, tog, kinklet gant ur bluenn wenn, mañchon gant ur seizenn c'hlas - a zo e-giz ma veze douget er bloavezhioù 1880, hag a seblant bezañ ker. En tu kleiz e c'haller gwelout ar palez Anitchkov.

N'ouzer ket, piv eo ar vaouez. Ivan Kramskoy n'en deus lavaret hec'h anv nag el lizhiri, nag en deizlevrioù. Meno a zo e oa ur plac'h diwar ar maez, ur beizantez Matriona Savvichna, hag a zimezas gant an denjentil Bestoujev. Ivan Kramskoy en deus graet anaoudegezh ganti e Sant-Petersbourg hag a oa bamet gant he c'hened. Dont a ra nerzh an oberenn eus selled kevrinus ar vaouez.