Polka

Eus Wikipedia
Polka

Ar polka a zo un dañs-pobl eus Bohemia. Degouezhet eo e Breizh war-dro deroù an XXvet kantved, ha meur a stumm dezhañ; dañset e vez er festoù-noz.

Polka klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Johann Strauss II a oa « mestr » ar polka e fin an XIXvet kantved, 160 polka diwar 479 niverenn opus. Met ar sonaouzourien dchek Bedrich Smetana, Zdeněk Fibich pe Antonín Dvořák a glaske ur wirionded un tamm mat « broadeloc'h». Jacques Offenbach a lakaas meur a hini en e fentc'hoariganoù. Georges Bizet, Gioachino Rossini (Petite polka chinoise), Bohuslav Martinů, Joseph Lanner, Dmitri Chostakovitch pe Igor Stravinski (Polka circus), a savas kalz polkaoù ivez.

Polka piquée[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dañs eus Breizh-Uhel eo.

Polka-plinn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An deiz all 'penn ar bern plouzPolka Manuel kanet gant Annie Ebrel ha Nolùen Le Buhé a wechoù.

Nag an deiz all ’penn ar bern plouz
Me soñje kousket didrouz.
Nag e tremen reas ur yar
Na krene ganti an douar
War he lerc’h ur pikol louarn
Pichet gantañ e zivskouarn
Al laboused ’begoù ar gwez
Hag a lâre ’n eil d’egile.
Gwashoc’h eo ur sparfell rous
Evit n’ eo ul louarn nag ul louz.
Ar sparfell rous gant e veg kamm
Lazh an tad, ’displuñv ar vamm
Kemen hini yay d’an ifern
A vo debret kig hag eskern.
Neuze erru ur pilhaouer
da werzhañ pilhoù en tier.
Nag azañ (azezañ) rae deus ma c’hostez
’vit ober e gouzk kreisteiz.
Ne oa ket kozh aze’et
Me welas al laou ’redek.
Skarzh(it) alese pilhaouer lous
Na skarzit diwar ma flouz
’Vont d’ar pardon da Wareg
N’imp hon daou meump goune’et
Unan deusomp oa sacher yod
Hag an all lonker lagout.
Unan deusomp oa un dañser
Hag un all oa ur c’haner
Unan deusomp oa butuner
Hag un all oa merc’hetaer.