Polinezia Frañs
Eus Wikipedia
Polinezia Frañs pe Polinezia c'hall[1] (Polynésie française e galleg, Pōrīnetia Farānia e tahitieg) a zo ur vro tramor eus Republik Frañs, lec'hiet e gevred ar Meurvor Habask. Papeete, e Tahiti, eo ar gêr-benn anezhi.
D'ar 17 a viz Mae 2013 ez eus bet votet ur ratozhiad gant Bodadeg Veur ar Broadoù-Unanet evit lakaat Polinezia war roll an tiriadoù da vezañ didrevadennet.
An inizi pennañ [kemmañ]
130 enezenn bennak a zo en holl, ha 5 rann bennañ a ya d'ober ar strollegezh:
- Inizi Markizez (Îles Marquises e galleg; Te Fenua ‘Enata pe Te Henua Kenana e yezhoù ar vro);
- Inizi Tuamotu (Îles Tuamotu pe Archipel des Tuamotu e galleg; Tūāmotu mā e tahitieg);
- Inizi Gambier (Îles Gambier e galleg; Te ta’amotu nō Ma’areva mā e tahitieg);
- Inizi ar Gevredigezh (Archipel de la Société e galleg; Te fenua Tōtaiete mā e tahitieg), isrannet gant an Inizi Dindan an Avel hag an Inizi en Avel;
- Inizi Aostral (Îles Australes e galleg; Tuha’a pae mā e tahitieg).
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Geriadur Brezhoneg an Here, An Here, 2001, p. 1432 ; Ofis Publik ar Brezhoneg [1]