Pokémon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pokemon)

Ur frañchizenn media eo Pokémon krouet gant Satoshi Tajiri, krouer an heulienn c'hoari video dezhi ar memes anv embannet gant Nintendo. Hervez ar statistikoù ofisiel roet e vefe bet gwerzhet 143 milion a c'hoarioù Pokémon. Ar c'hoari pokemon Ruz ha Glas en deus bet ar muiañ a verzh; prenet zo bet ouzhpenn 20 milion a skouerennoù ; ur rekord istorel evit ar pezh a sell ouzh gwerzh ar c'hoarioù video.

Bez e c'hell bezhañ kavet produoù pennañ Pokemon dindan stumm tresadennoù-bev, mangaoù, ha c'hoarioù kartoù. Er serienn tresadenn-bev ez eo Sacha Ketchum an aroz hag a zo heuliet e-kerzh e veaj e-lec'h ma klask pakout ar muiañ posupl a pokemon... Ar pezh e vez adkavet er c'hoarioù video. E pouezh sevenadurel a zo bet pouezhus-tre er broioù e lec'h ma'z eo bet silet ; Bro Japon, ar Stadoù Unanet, ha meur a broioù Europaat.

Meizad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bed-se n'eus ket diouzh al loened real anavezet ; poblet eo ar blanededenn gant pokemoned, doareoù loened hag a c'hell dislonkañ tan (evel ar charizard), pe tredan (skouer pikachu). Bez e c'hellont bezhañ mekanikel (magnetit a zo unan anezho), pe memes bezañ frouez mab-den (evel mewtow)... Peurviañ e treuzvevont gant mab-den difreuz, met kudennoù a sav alies. Pep spesad pokemon en deus e anv : hennez a c'hell bezañ implijet kement evit kaozeal eus ur pokemon resis pe evit hollad ar spesad pokemon. Peuviañ ne c'hell ket ur pokemon lavar un dra all estreget e anv (met un doare yezh e chom, komprenus etre an holl pokemon), memes ma zo bet eus darvoudoù spesius e-lec'h ma'z eo bet desket yezh mab-den gant ur pokemon.

Pokemonoù zo, lavaret mojennek, a zo unanel en o spesad (evel-se ne vez nemet eus ur mew er bed-se).

Pep pokemon n'eus un doareen pe meur a hini, termenniñ a raio lod brasañ eus o doareoù-tagañ, ho kreñvderioù hag o gwañderioù e-keñver doarennoù all (aesoc'h e vo d'ur pokemon plantel gouzañv tagadennoù dourel eget reoù an tan da skouer). 17 Doareen disheñvel a zo, pep hini dezhañ gwañderioù ha kreñvderioù a-enep unan all.

Bez e c'hell ur pokemon cheñch doareen goude bezañ "dioroet", ma c'hell e spesad en ober. Ne c'hell ket ur pokemon dioroiñ muioc'h evit daou gwech. A-wechoù e c'hell choaz etre meur a dioroadur disheñvel (skouer evoli).

Dresourien pokemon 'zo a prient o pokemon d'ober emgannoù etrezo. Ar pokemonoù-se a zo peurviañ douget en o Poket Ball, seurt bolotennoù hag a c'hell degemer ur pokemon hepken (bihanaet eo neuze ar pokemon evit dont tre). Hunvre muiañ niver an dresourien (ha niverus int) a zo pakout an titl "mestr dresour" ; d'en ober e rankout dont a benn da pakour ur skouerenn an holl pokemon er bed... D'en ober e rankont treuziñ ar bro.

Ar matchoù pokemon a zo aozet etre daou dresour, ha paouezh a ra pa'z eo holl pokemon unan anezho KO. Peurviañ n'eus pokemon lazhet ebet, hag ar re lakaet KO a zo pareat e ospitalioù arbenikaet "kreizhennoù pokemon".