Pok d'an dorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
José Alencar , prezidant Brazil, o pokat da zorn ar c'hardinal Freire Falcão.
Ar pok d'an dorn. Livadur gant Pietro Longhi, 1746


Ar pok d'an dorn a vez graet e broioù zo, e-touez tud zo. Pevar doare pokoù d'an dorn zo anavezet dreist ar re all:

Met re all zo c'hoazh.

Pok da zorn ar maouezed[kemmañ]

Ur merk a zoujañs, a sevenadur, hag a renk kevredigezhel eo war un dro. Gwechall e veze poket da zorn ar maouezed e-touez an dud uhel hepken.

Pok da zorn ur roue[kemmañ]

Pok da zorn ar roue Fernando el Católico en Gernika (Bizkaia) e 1476

Un doare da ober le a wazoniezh e oa pokat da zorn ar roue. Heñvel eo ar pok-dorn er mafia.

Pokoù all[kemmañ]

Anaout a reer meur a zoare all c'hoazh. Dirak an impalaered roman e ranke an dud daoulinañ. Darn a stoke dousik ouzh traoñ sae an impalaer neuze hag a boke d'o dorn goude.