Poc'han
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur poc’han boutin
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Charadriiformes | ||||
| Kerentiad : | Alcidae | ||||
| Genad : | Fratercula, Lunda | ||||
|
|||||
Ar ger poc’han (boc’han, poc’hanig) a ya da envel meur a evn mor eus ar c’herentiad Alcidae, dreist-holl re ar genad Fratercula (d.l.e. breur bihan e latin, un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.
Taolenn |
Ar spesadoù [kemmañ]
Meur a spesad a c’heller digemmañ :
- Fratercula arctica (Poc'han boutin), a vev e Norzh ar Meurvor Atlantel hag e Meurvor Arktika;
- Fratercula corniculata (Poc'han kornek), a vev e Norzh ar Meurvor Habask;
- Fratercula cirrhata (Poc'han bouchek), a vev ivez e Norzh ar Meurvor Habask.
Bremañ e lakaer ivez e-touez ar poc'haned (hag a vez lakaet ivez e-touez ar godoged) :
- Cerorhinca monocerata (Poc'han beg kornek), a vev, eñ ivez, e Norzh ar Meurvor Habask.
Ar poc'han boutin eo an hini anavezetañ.
Isspesadoù a zo da hemañ :
- Fratercula arctica arctica (Poc'han Arktika)
- Fratercula arctica grabae (Poc'han bihan)
- Fratercula arctica neumanni (Poc'han Neumann)
Doareoù pennañ [kemmañ]
Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e bigos tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet peroked-mor. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv. Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz. Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.
Gant o divaskell berr met kreñv e nijont izel a-us ar mor. Pa vezont o neuial dindan an dour ez implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.
Annez [kemmañ]
Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just.
Boued [kemmañ]
Evel kalz a evned mor eus ar c’herentiad Alcidae en em vagont diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto en ur splujañ dindan ar mor. Boueta a reont o folog diwar pesked bihan evel talareged pe gliziged. Gouest eo da zerc'hel eus 10 betek 30 pesk bihan a-dreuz e bigos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a zo war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o folog.
Neizhiañ [kemmañ]
Neizhañ a reont e miz Mae-Mezheven. Ne vo nemet ur vi gwenn-sklaer, marrellet a darchoù teñval. Neizhañ a ra en ur c'haridenn toullet ganto o-unan pe en ur riboul dilezet gant ur c'honifl. War an inizi, an tornadoù hag an tevinier goloet a c'heot e sav e neizh. Ne bourchas tost da vat netra evit sevel e neizh. Maget vez ar poc'hanig yaouank e-pad 5 sizhun war-dro e-barzh ar c'haridenn ha neuze e kuita an neizh en noz.
Rummatadur [kemmañ]
Kerentiad [kemmañ]
Evit evnoniourien 'zo ne vez ket graet ken gant ar c'herentiad Alcidae, deuet eo da vezañ un iskerentiad (Alcinae) er c'herentiad Laridae.
Urzhiad [kemmañ]
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar poc'haned en urzhiad Charadriiformes pe Ciconiiformes.
Levrlennadur [kemmañ]
- (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984
Liammoù diavaez [kemmañ]
- NatureWorks – Ar poc’han kornek
- Ar poc’han boutin
- Ar poc’han boutin e Kanada
- Ar poc’han boutin e Breizh