Plouganoù
Eus Wikipedia
| Plouganoù | ||
|---|---|---|
Beg Terenez |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Dreger | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Montroulez | |
| Kanton | Lanneur | |
| Kod kumun | 29188 | |
| Kod post | 29630 | |
| Maer Amzer gefridi |
Yvon Tanguy 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
| Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 3 268 ann. (2009) | |
| Stankter | 96 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 0 m — brasañ 94 m |
|
| Gorread | 33,94 km² | |
|
|
||
|
|
||
Plouganoù zo ur gumun eus Breizh e Bro-Dreger, e kanton Lanneur e departamant Penn-ar-Bed.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XVIIvet kantved [kemmañ]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Plouganoù, Fiacre Trouadec e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[1].
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Morvan, person, ha Periou, kure [2].
XXvet kantved [kemmañ]
- Eil Brezel-bed: d'an 30 a viz Here 1941 e kouezhas un nijerez Whirlwind I marilhet P7015 eus ar 263rd Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Plouganoù; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf [3].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a vilourion |
|---|---|
| 2 (Morlu), unan anezhe chomet dianv | |
| 6 (Aerlu) | |
| Hollad | 8 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed, re an Aerlu d'an 29 a viz Genver 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Halifax II marilhet DT681 ha kodet NP-J) e Plouganoù[4], re ar Morlu d'an 29 a viz Ebrel 1944 pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24 [5] [6].
Douaroniezh [kemmañ]
- War aod Mor Breizh emañ Plouganoù.
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes R.A.F Finistère
- ↑ Chronologie d'avril 1944
- ↑ Commonwealth War Graves Commission